Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

11min

Keleier Noz, les infos en breton

Par le lundi 30 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Benoît Hamon en deus kejet hiziv gant ar ministr kentañ Bernard Cazeneuve e Matignon
Benoît Hamon en deus kejet hiziv gant ar ministr kentañ Bernard Cazeneuve e Matignon © Maxppp -

Er c'heleier ez eus bet lakaet ar gaoz war Benoit Hamon, war koko Pempoull, war un IRM a c'hellfe bezañ staliet e ospital Lannuon, ha war bagadoù Breizh o foetañ bro. Skignet ez eus bet ivez ur gronikenn nevez : "Ma vijen prezidant".

Kregiñ a ra al labour da vat evit Benoît Hamon

Paotr Lokournan, a zo bet dibabet dec'h evit bezañ war ar renk e anv an tu kleiz en dilennadegoù prezidant, n'en do ket amzer da straniñ : goude bezañ bet trec'h war Manuel Valls e rank bremañ adunvaniñ ar sokialourien. Ha ne vo ket aes, gant ul lodenn eus ar strollad a c'hellfe bezañ techet gant Strollad Emmanuel Macron, En Marche.

Cheñchet e vo an doare da c'hoprañ dastumerien Koko Pempoull

Divizet ez eus bet gant ministrerezh al labour hag hini al labour-douar e vo cheñchet an doare ma vez paeet an dud a labour e parkeier Koko : betek hen e vezent paeet hervez ar c'hiloioù, hag a-wechoù e vezent paeet neuze nebeutoc'h eget ar SMIC. Ret e vo dezho bezañ paeet, evel an holl labourerien, hervez an niver a eurvezhioù labouret. Koustañ a raio keroc'h d'ar broduerien, ha n'int ket laouen-tre gant an afer-mañ.

Un IRM e ospital Lannuon a-benn nebeut

Lañset ez eus bet ur galv evit arc'hantaouiñ ur raktres staliañ un IRM e Ospital Lannuon. Ha berzh a ra : roet ez eus bet 216 000 euro gant tud eus ar vro, dre al lec'hienn "Hello Asso". Ma vez ouzhpennet ar 100 000 euro a zo bet roet gant kumuniezh Lannuon-Treger, ne vank nemet 10% eus an 350 000 euro a vez ezhomm. Met perak eo a-bouez kavout un IRM e ospital Lannuon ? "Dreist-holl evit an dud bet tapet gant un taol-gwad, da lavaret eo un AVC, a respont Evelyne an Ozac'h, mezegez e Lannuon. Ma vez graet un IRM diouzhtu, dindan 4 eur, ez eus tu pareañ an den."

Bagadoù Breizh o foetañ bro

E Bro Skos e oa bagad Kemper e-pad an dibenn-sizhun, loc'hañ a raio sonerien Plougastell evit an Emirelezhioù Arab Unanet warc'hoazh, ha war leurenn vras an Olympia e vo gwelet Melinerion, bagad gwened, disul. Ur sizhunvezh leun a abadennoù hag a veajoù e vo ar sizhun-mañ, a zispleg deomp Andre Queffelec, prezidant Bodadeg ar Sonerion.

"Ma vijen prezidant", ur gronikenn nevez en ur c'hortoz an dilennadegoù

Bep Lun e vo tu deoc'h selaou ur breizhad o kontañ deomp petra a rafe ma vije prezidant. Hiziv eo Alan ar Sann, prezidant ar strollad "Pêche et développement", a zo bet aterset ganeomp. Ma vije prezidant e sikourfe an holl re yaouank da vont da besketaer, ha da brenañ ur vag. Selaouit ar gronikenn glok amañ.