Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

11min

Keleier Noz 7 eur - Ar Meurzh 13 a viz Kerzu

Par le mardi 13 décembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
Tadig an Nedeleg, korriged, kezeg hag ezen a vez e Greou Henbont bemdez goude merenn evit an abadenn "Mojenn an Nedeleg"
Tadig an Nedeleg, korriged, kezeg hag ezen a vez e Greou Henbont bemdez goude merenn evit an abadenn "Mojenn an Nedeleg" - ©Galorbe

N'eo ket erru Nedeleg c'hoazh, met labour zo evit Tadig an Nedeleg ! Tremenet eo e skol Tremeven, evit reiñ ur pred ispisial d'ar vugale. Deuet eo ivez da C’hreoù Henbont, evit un arvest kaer gant kezeg hag ezen. Siwazh e oa re ziwezhat evit selaou istorioù Jean-Marie Le Scraigne, a zo aet da Anaon.

An Tad Nedeleg zo tremenet memestra e Tremeven !

Daoust m'eo bet laeret boued ar pred Nedeleg, a oa sañset da vezañ servijet hiziv da vugale ar skol, eo bet lidet Nedeleg e kantin Tremeven-Kemperle. E-pad an dibenn-sizhun ez eus deuet tud e-barzh preti ar skol, laeret ganto betek ar boued. Ne chome netra eus an 800 pred a oa da vezañ servijet e-pad ar sizhun. Met roet ez eus bet boued gant pretioù kumunioù all, ha dafar a zo bet prestet gant un embregerezh eus Kemperle. Evel-just ez eus bet komzet kalz eus an afer-mañ gant bugale ar skol.

Un emvod all en doa Tadig an Nedeleg hiziv e Henbont

Deuet e oa 400 bugel da arvestiñ un abadenn ispisial e Haras Henbont, un abadenn gant kezeg, evel-just, met ivez poneed, ezen... ha korriged ! "Mojenn an Nedeleg" eo anv an abadenn, a vesk traoù eus ar sirk ha eus ar varc'hegezh. Ha plijet bras eo bet Enora Molac gant an ezen moutig a oa o tibunañ war an arvest. An abadenn a vez dalc'het bemdez, goude merenn, betek an 29 a viz Kerzu.

Aet eo da anaon ar c'hontour Jean-Marie Le Scraigne

Oadet e oa ar barzh eus Uhelgoad a 96 vloaz. Ganet e oa en ur familh labourerien-douar, hag aet e oa war ar vicher-mañ a-raok labourat evel piker-mein en ur vengleuz varbr. N'eo nemet pa oa aet war e leve en doa kroget da sevel kontadennoù, ha da foetañ Menez Are evit lakaat an dud da c’hoarzhin ha da huñvreal gant e istorioù.

Un den egiztañ ne vo ket gwelet ken - Lann Tangi

Anavezet mat e oa gant Lann Tangi, savet gantañ ar greizenn stummañ Roudour. "Un den egiztañ ne vo ket gwelet kalz ken", eme ar skrivagner. "Startijenn e-leizh en doa. Me am eus soñj ar wech diwezhañ on bet gantañ [da bourmen er c'hoad] e oa ouzhpenn 70 vloaz dija, hag e lavare traoù evel : "e-giz ma lavar ar re gozh" ha traoù e-mod-se !"

Adselaouit an atersadenn glok e-barzh ar c'heleier.