Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

12min

Keleier Noz, les infos en breton

Par le mardi 31 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Bagad Kemper e Gouelioù-Meur Kerne
Bagad Kemper e Gouelioù-Meur Kerne © Maxppp - Annaïg Haute

Adkroget eo bet gant al labour e Tilly Sabco, difennet e vo reiñ anvioù chik-ha-cheuc'h d'ar sigaretennoù, hag un enklask diwar-benn ar brezhoneg er bagadoù.

Adkroget ez eus bet gant al labour e uzin Tilly Sabco

Chom a ra 65 den o labourat e uzin Gwerliskin. Graet en deus freuz-stal, ha prenet eo bet gant Wegdam Food, un embregerezh eus an Izel-Vroioù. N'eus ket mui eus al lazhti yer, met dalc'het eo bet ar chadenn broduiñ silzig. Ne vint ket kavet e stalioù ar vro, rak gwerzhet e vezont war marc'hadoù Afrika.

Prometet ez eus bet e vo gopret muioc'h a dud evit krouiñ ur chadenn broduiñ nevez, met goude daou vloaz o klevout komzoù brav e chom war evezh implijidi ar stal.

Reolennoù nevez tro-dro d'ar butun

Vogue, Allure pe c'hoazh Corset : setu anvioù na vint ket gwelet ken war pakadoù sigaretennoù a-benn bloaz. Difennet e vo reiñ anvioù "glamour" d'ar butun, kuit d'ar re yaouank bezañ desachet ganto. Er c'heleier ez eus bet roet ar gaoz da Andre Ledan, e penn stal-butun Kommanna, ha na gompren ket an diviz-mañ.

Ha komzet e vez brezhoneg er bagadoù ?

Petra eo al liamm etre ar sonerien ha yezh ar vro ? Setu tem ur sontadeg a vez kavet enlinenn. Savet eo bet gant ur studier eus Skol-Veur Roazhon, Elouan le Sauze, evit ur studiadenn fin ar studioù. Soner eo e bagad an Oriant, ha merzet en deus ne oa ket anat al liamm gant ar yezh. Evel-just e c'hell pep soner respont, memes, ha dreist-holl, ar re n'int ket brezhonegerien. Kasit ho respontoù amañ !