Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Daoust m'eo bet niverus an douristed e Breizh en hañv-mañ eo bet dilezet an tachennoù kampiñ bihan
Daoust m'eo bet niverus an douristed e Breizh en hañv-mañ eo bet dilezet an tachennoù kampiñ bihan © Maxppp - Elise Chiari / PHOTOPQR/VOIX DU NORD/MAXPPP

Keleier Noz 19e00, Katell UGUEN

Diffusion du lundi 28 août 2017 Durée : 11min

Fenoz er c'heleier e lakomp ar gaoz war an distro-skol hag an douristelezh. P'emañ ar vakañsoù oc'h echuiñ emañ ar skolaerien o prientiñ an distro. Anv 'vo ganeomp ivez deus cheñchamantoù en eskobti Kemper ha Leon, ha deus koust c'hoarierien 'zo p'emeur gant merkato ar foball !

Niverus eo bet an douristed e Breizh 'pad an hañv

Padal e vez dilaosket an tachennoù kampiñ bihan. Mont a rimp da Blouarzel d'ober ur tamm bilañs.

A-benn dilun e tistroio ar vugale d'ar skol

Met a-raok degemer ar skolidi e rank ar skolaerien bezañ prest d'en-ober. Lod anezho a 'zo o vezañ stummet evit an deizioù e kreizenn Kelenn evit ar skolioù Diwan. Klevet 'vint er c'heleier-mañ.

Cheñchamant a vo en eskobti Kemper ha Leon

Krennet e vo an niver a vodad-parrezioù. 20 a vo adalek fin ar sizhun, e-skoaz 75 betek-henn.

Koustañ ker a ra ar merkato foot

Sammadoù dreist-ordinal a vez dispignet gant lod kluboù evit kaout ar gwellañ c'hoarierien 'zo. Michel Plassard, paotr ar mell-droad a ro e soñj deomp er c'heleier-mañ.