Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Maryvonne Abalou (er c'hreiz gant ar chupenn velen) gant peurrest skipailh ar gevredigezh Sonia
Maryvonne Abalou (er c'hreiz gant ar chupenn velen) gant peurrest skipailh ar gevredigezh Sonia © Radio France - Tudi Crequer

Keleier Noz du jeudi 1 décembre 2016

Diffusion du jeudi 1 décembre 2016 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn an 30vet Telethon. Bet e oamp da welet Clément Jadé, kraper diskoultrer, a gendalc'h da labourat er-maez daoust d'ar yenijenn. Kinklet brav e vo kumun Lokorn hag ur bern tud a zo gortozet c'hoazh ar bloaz-mañ !

30vet Telethon : war ar stern emañ ar youlidi !

Kroget eo hiriv an 30 vet Teleton. Bet e oa Tudi Crequer da welet ar gevredigezh Sonia er Yeuc'h e-kichen Douarnenez. Gwerzhet e vez krampouezh ganto. Aozet e vo ur valeadenn ivez disadorn goude merenn da 14e. Maryvonne Alanou, prezidantez ar gevredigezh "Sonia" ha klanvdiourez e ospital Douarnenez a gemer perzh en Telethon abaoe 10 vloaz bremañ. Kroget en doa e-barzh evit skoazell ur vignonez dezhi. Marvet e oa ur bugel dezhi gant ar c'hleñved Ataxie Friedreich hag unan all a zo bet saveteet a-drugarez da arc'hant an Telethon. Gant Maryvonne Abalou.

Skeudenn : Maryvonne Abalou (er c'hreiz gant ar chupenn velen) gant peurrest skipailh ar gevredigezh Sonia.

Ha n'eo ket re ziaes labourat er-maez er mare-mañ ?

Fresk eo an amzer er mare-mañ setu daoust-hag-eñv n'eo ket re ziaes evit ar re a labour er-maez ? Bet e oa Enora Molac da welet Clément Jadé. Kraper diskoultrer eo e embregerez Bellocq Paysages e Kemper. Er c'hontrol deus ar pezh a vefemp techet da grediñ eo aesoc'h e labour dezhañ e-pad ar goañv ! Gant Clément Jadé.

Kinklet brav eo c'hoazh Lokorn evit gouelioù Nedeleg

Disadorn da noz e vo lakaet war elum ar milliadoù a c'houleier vihan a zo bet staliet c'hoazh war savadurioù, iliz ha stalioù Lokorn. Deuet e oa 150 000 den ar bloaz tremenet da ruzañ e straedoù ar geriadenn. Dominique Bradol a zo ganet e Lokorn, souezhet eo o welet an niver a dud a deu bep ploaz. Pennad-komz gant Dominique Bradol.