Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

11min

Keleier Noz du jeudi 10 novembre 2016

Par le jeudi 10 novembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
HOMMAGE NATIONAL A L. ADJUDANT MARECHAL DES LOGIS FABIEN JACQ EN PRESENCE DU MINISTRE DE LA DEFENSE
HOMMAGE NATIONAL A L. ADJUDANT MARECHAL DES LOGIS FABIEN JACQ EN PRESENCE DU MINISTRE DE LA DEFENSE © Maxppp - Amat Michel

Beziet e vo Fabien Jacq disadorn vintin e Lesneven. O vakansiñ emañ c'hoazh skolajidi Diwan Gwened abalamour d'un dilojadeg. Komzet hon oa ivez diwar-benn abadennoù kountadennoù hag istorioù farsus e brezhoneg a vo warc'hoazh e Plouzeniel.

Ul lid e bered soudarded alaman Lesneven

Bet e oamp da heul Jeremi Kostiou e bered soudarded alaman Lesneve. Un hanterkant krennard eus ar vro a oa bet da zaremprediñ al lec'h ispisial-se lec'h m'emañ beziet 5881 soudard aze. Un hekleo ispisial a zo hiriv ra e vo douaret disadorn vintin Fabien Jacq. Lazhet e oa bet ar soudard dac'h a Lesneven digwener tremenet e Bro Mali. Pennad-komz gant Jeremi Kostiou.

O vakansiñ emañ c'hoazh skolajidi Diwan Gwened

Abaoe teir sizhunvezh emañ o vakansiñ skolajidi diwan Gwened. Dilojet e vo ar skolaj ha n'eo ket echuet c'hoazh al labourioù. Kroget o doa ar bloavezh skol er savadur gozh ha cheñchet e vo a savadur benn dilun. Met ken ma n'eo ket echu da vat ha peurlipet ar chanter e chom ar vugale o vakansiñ. Pennad-komz gant Stéphanie Menec, renerez ar skolaj.

Plouzeniel : abadennoù kanaouennoù hag istorioù farsus

D'ar gwener 11 a viz Du e vo dalc'het abadennoù kanaouennoù hag istorioù farsus e Plouzeniel. Meur a gant leonad az aio c'hoazh e sal Brocéliance Plouzeniel evit klevet kanerien ha kounterien ar vro. Jo Kermoal a lusko an abadennoù teir eurvezh-se. Prezidant Plouzeniel Prest Bepred eo ivez. Pennad-komz gant Jo Kermoal.

Abadennoù e sal Broceliande Plouzeniel d'ar Gwener 11 a viz Du da 14e30 ha da 20e.