Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

10min

Keleier Noz du jeudi 22 septembre 2016

Par le jeudi 22 septembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
Manifestation pour une Bretagne unie à Nantes
Manifestation pour une Bretagne unie à Nantes © Radio France - France Bleu Loire Océan

Er c’heleier, d'an 22 a viz Gwengolo, eo bet kemeret keloù eus an div gelennerez zivyezhek a zo bet kaset da akademiezh Versailhez en distro-skol-mañ, ha eus skolaj an Hirwazh e Brest, ha eus re Plouzane ha Roazhon, lec'h n'eus ket bet kavet kelenner divyezhek ebet evit an istor-douaroniezh.

Ur vanifestadeg a vo e Naoned disadorn, evit goulenn e vefe adstaget al Liger-Atlantel ouzh Breizh. Met perak mont da vanifestiñ ur wech adarre ? Setu ar goulenn a vo savet e diviz ar sizhun, digwener da noz. Selaouit dija respont un den eus ar strollad Breizh Unvan.

Ha mod all e vo un abadenn disadorn en Henbont evit skoazell ar repuidi a zo bet degemeret er vro abaoe ur bloavezh. Tro 15 anezho a vez o vevañ e kreizenn degemer an Henbont.