Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

TOUR DE FRANCE 2004
TOUR DE FRANCE 2004 © Maxppp - JM NIESTER

Keleier Noz du jeudi 24 novembre 2016

Diffusion du jeudi 24 novembre 2016 Durée : 11min

Tro Bro C'hall e Breizh ! Tremen a raio ar chupenn velen dre hentoù ar vro e 2018. Komzet hon oa ivez diwar-benn dastumadeg Bank ar boued. Displeget e oa bet perak e save klemm ar Kevre ar beizanted a-enep da tiez laezh ha gant piv e oa aet ar maout en Tréteaux chantants.

Tro Bro C'hall 2018 : e-pad 3 dervezh e Breizh !

Tremen a raio rederien an Tro bro c'hall dre Vreizh e 2018. Aozet e vo tri tennad er vro. Un tennad a vo etre an Oriant ha Beg ar C'hra, unan all kostez Brest hag un trede a vefe sañset kostez Pondi ha Gwened. N'eus netra ofisiel evit poent, met degemeret e oa bet memestra dilennidi ar C'hap gant Christian Prudhomme dimerc'her e Pariz. Alain ar Gouil a zo aozer ar redadeg les Boucles de l'Aulne e Kastellin. Pase laouen eo. Gant Alain ar Gouil.

Sevel a ra klemm Kevre ar beizanted a-enep da diez-laezh

Savet zo bet klemm gant Kevre ar beizanted a-enep d'ar stalioù-laezh. Ar C'honf a sav klemm a-enep da Sodiaal, Lactalis, Even, CLAL Sant Ivi hag ar Sill. Bet e oa ar sindikalourien da reiñ un doser klemm da balez justis Kemper ha da hini Sant Brieg. Tamallet e vez gant ar sindikad ar prizioù re izel paeet d'ar broduerien laezh gant ar stalioù-laezh-se. Paeet e oa bet e miz Here 28/ct al litrad laezh da Bierre-Louis Le Cras, ezel ar C'honf ha produer laezh e Rieg. Padal e koust dezhañ 35/ct produiñ ul litrad laezh. Gant Pierre-Louis Le Cras.

Bank ar boued dirak gourmarc'hadoù ar vro

Ma' z it d'ar gourmac'had disadorn ha disul e vo gwelout ganeoc'h youlidi Bank ar boued. Aozet e vez ganto bep ploaz an dastumadeg vras a-benn kaout trawalc'h a voued da reiñ d'ar re baourañ e-pad ar goañv. E Penn ar Bed e vo daou vil den o c'houlenn digant pratikoù ar stalioù reiñ boued, pe traoù all. Charles Normant a zo a youl vat, e-karg eus ar boued yen e Bank ar Boued Penn ar bed. Pennad-komz gant Chales Normant.

Tréteaux chantants : aet ar maout gant Jean-Jacques Marrec eus ar Folgoed

Dalc'het e oa bet gourfenn ar genstrivadeg vras eus Norzh Penn ar Bed. Deuet e oa 4000 dene sal Arena Brest da selaou ouzh 12 kaner amatour ouzhpenn 50 vloaz hepken. Ar ganerien-se a oa bet ar re wellañ eus abadennoù all aozet e-pad ar bloaz, e bro Vrest, bro an Aberioù, ar stêr Aon ha pe c'hoazh enez Eusa. E-fin ar gont e oa bet gounnezet gant Jean-Jacques Marrec eus ar Folgoed. Kanet brav oa bet graet ivez gant Gilles Cazenavette eus ar Relek ha tapet gantañ an eil briz ha priz ar publik ! Gant Jean-François ha Jean-Yves, arvesterien.