Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

11min

Keleier Noz du lundi 17 octobre 2016

Par le lundi 17 octobre 2016
Podcasts : iTunes RSS
Breizh a chomfe pell eus Tro Frañs 2017
Breizh a chomfe pell eus Tro Frañs 2017 © Radio France - France Bleu

Er c'heleier fenoz eo bet lakaet ar gaoz war an emvod bras a zo bet er Rannvro e-pad an dibenn-sizhun evit lakaat ar gaoz war ar brezhoneg. Penaos lakaat ar yezh da vont war-raok ? Petra eo ar muzulioù pleustrek a vank evit ar brezhoneg ? Klasket eo bet respontoù.

Komzet hon eus ivez eus Kartenn Tro Frañs 2017 war varc'h-houarn. Chom a raio pell eus Breizh ar bloaz-mañ : m'ho peus c'hoant mont da welout ar rederien e vo ret deoc'h mont da ... Bariz ! An deiz diwezhañ e vo, evel-just, pa erruo ar rederien er Champs Elysées.

Graet hon eus ivez un dro en Arena, e Brest, lec'h ma vez dalc'het an Open Tennis betek fin ar sizhun. Kejet hon eus gant Lou, a zastum ar bolotennoù evit ar c'hoarierien e-pad ar c'hrogadoù.