Émissions Toutes les émissions

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz al Lun 24 a viz Here 2016

Dilan Roudaut (dehoù) e bro Tadjikistan

Keleier Noz du lundi 24 octobre 2016

Par

Beajet hon oa kalz d'al Lun da noz ! Da gentañ e oamp bet da zaremprediñ Dani Jezekel, paotr al lambig. Bet e oamp ivez d'an Oriant evit kaozeal diwar-benn gourdoner kozh Sylvain Ripoll. Ha bet e oamp ivez da vro Sina evit toullañ kaoz gant Dilan Roudaut, aet kuit bloaz-so war varc'h houarn.

Keleier Noz al Lun 24 a viz Here 2016

Paotred al lambig war hentoù ar vro

Mare an diskar-amzer a zo hini al lambig ivez ! Hiriv an deiz ez eus, e rannvro Breizh, war-dro 3600 den gant ar gwir da alambigañ o sistr. Setu bep ploaz lod anezho a c'hortoz e teufe paotred al lambig gant o strilherezh. 19 den a zo e-giz Daniel Jezekel o vont a barrez da barrez ganto c'hamion evit alambigaén sistr an dud. Ganto e vez fardet 640 litrad lambig bep ploaz e Breizh 4 departamant. Pennad kaoz gant Daniel Jezekel.

Piv evit kemer post Sylvain Ripoll ?

Lakaet e oa bet maez Sylvain Ripoll eus skipailh melldroad an Oriant peogwir e oa bet koll ur wech adarre ar verlused en dibenn-sizhun tremenet. Elouan le Sauze a zo suporter an Oriant, ha dipitet eo e vefe bet skarzhet maez Sylvain Ripoll. Gwelloc'h e vefe cheñch prezidant kentoc'h evit cheñch gourdoner emezañ ! Pennad komz gant Elouan Le Sauze.

Dilan Roudaut : eus Bro Leon da Vro Sina war varc'h houarn

Aet e oa kuit Dilan Roudaut, 24 bloaz, war varc'h houarn evit ober tro ar bed. Degouezhet eo bremañ e Bro Sina. Enrollet hon oa dre internet ur pennad komz gantañ. C'hoarvezet zo bet ur bern traoù gant Dilan Roudaut. Frommus e oa bet a-wechoù -da skouer bro Durkia lec'h ma oa kalz a repuidi o klask mont da Europa pa oant int o vont aes ewar an tu all- ha fentus gwechoù all -tañvet en eus amann Yak !-. Ur video a zo bet savet gant e vignonez Auriane. Pennad komz gant Dilan Roudaut.

Partager sur :

Nous suivre sur  Facebook