Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

François Fillon largement plébiscité lors de la primaire de la droite et du centre.
François Fillon largement plébiscité lors de la primaire de la droite et du centre. © Radio France

Keleier Noz du lundi 28 novembre 2016

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn berzh François Fillon. Klevet e oa bet daou grennard nevez anvet e kuzul rannvro ar re yaouank. Soñj suporterien an Oriant a oa bet klevet a-raok ar match a-enep da Roazhon ha neuze a-enep da Christian Gourcuff.

Keleier Noz

Poent bezañ a-stroll evit an tu dehoù

En tu dehoù eo sklaer ha splann an traoù bremañ. François Fillon eo an hini a vo war ar renk e anv an tu dehoù hag ar c'hreiz ar bloaz a zeu. Jérôme Ronvel, maer kozh Plouider hag ezel Les Républicains n'oa votet evit Alain Juppé met arabat bezañ re dipitet emezañ. Pase laouen eo ivez Herve Guelou, maer Plufur gant an niver a voterien. Gant Herve Guelou ha Jérôme Ronvel.

Kuzul rannvro ar re yaouank

Julien hag Amalia a zo bet dilennet e anv Lise Diwan evit kemer perzh e kuzul rannvro ar re yaouank. Dalc'het e oa bet an emvod kentañ en dibenn-sizhun tremenet. Gant Julien hag Amalia.

Distro Christian Gourcuff en Oriant

C'hoari a raio An Oriant a-enep da Roazhon Dimeurzh da 19e. Ar wech kentañ e vo da Gristian Gourcuff distreiñ e stad ar Voustoer abaoe m'eo bet skarzhet eus ar skipailh gant ar prezidant Loïc Fery. Ur match ispisial eo neuze evit ar suporterien. Pennad-komz gant Elouan Le Sauze ha Luca Rault.