Émissions Toutes les émissions

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz du lundi 3 octobre 2016

Lavaret ez eus bet "No" d'an emglev evit ar peoc'h e kolombia

Keleier Noz du lundi 3 octobre 2016

Par

Keleier Noz du lundi 3 octobre 2016

E Keleier Noz al Lun 3 a viz Here ez eus bet lakaet ar gaoz diwar-benn disoc'hoù ar votadeg e Kolombia. Lavaret ez eus bet gant ar Golombianed ne oant ket a-du gant an emglev sinet gant ar gouarnamant hag ar Farc, goude 52 vloaz a vrezel.

Klevet ez eus bet ivez un implijad eus ar stal TES, Ti Embann ar Skolioù, a grou dafar evit ar skolioù divyezhek. En harz-labour e vint warc'hoazh, evit klemm rak ur post-labour maketenner a zo bet skarzhet.

Komzet ez eus bet ivez eus ur c'hrogad melldroad a vo e fin ar sizhun etre Brest ha Roazhon, e Kemper, evit ar blijadur hag evit sikour an enklaskoù a-enep krign bev an empenn. Aozet eo gant ar gevredigezh Oligocyte.

Partager sur :

Nous suivre sur  Facebook