Émissions Toutes les émissions

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz du lundi 31 octobre 2016

Paul Calvez eus Landunvez

Keleier Noz du lundi 31 octobre 2016

Par

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn Rave-party Kommanna. Bet e oamp da welet Paul Calvez anavezet mat bremañ dre an abadenn tele "Karantez er prat". Ha roet hon oa ar gomz da Jorj Kadiou evit kaozeal diwar-benn e levr nevez a-denn da Stad Brest.

Keleier Noz du lundi 31 octobre 2016

Rave-party Kommanna : sevel a ra klemm ar Stad

Sevel a ra klemm ar Stad a-enep da aozerien ur rave-party hag a-enep da berc'henn ar park lec'h me oa bet dalc'het ar gouel. "Re zo re" eme Fulup Plouzane, kuzulier-kêr Kommanna.

"Karantez er prat" : deuet Paul Calvez da vezañ mil-anavezet

Skignet e vo fenoz abadenn ziwezhañ "Karantez a zo er prat" war M6. Kemer a ra perzh en abadenn-se Paul Calvez, lesanvet Paulo. Desevel a ra kezeg e Landunvez (29). Deuet eo da vezañ mil vrudet gant tud ar vro a-drugarez d'an abadenn-se. Pennad-komz gant Paul Calvez (skeudenn).

Ul levr evit kontañ istor kleub melldroad Brest

Skrivet zo bet ul levr nevez gant Jorj Kadiou. Kontañ a ra dre ar munud istor Stad Brest. Ul levr gaer da lenn er mare-mañ peogwir emañ an SB29 e penn al lig daou ! Pennad-komz gant Georges Cadiou.

Partager sur :

Nous suivre sur  Facebook