Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

17min

Keleier Noz du lundi 7 novembre 2016

Par le lundi 7 novembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
Anjela Duval
Anjela Duval - INA

Komzet hon oa diwar-benn oberenn Anjela Duval, aet da anaon d'ar 7 a viz Du 1981. Pellgomzet hon oa ivez d'un ezel eus EELV evit kaozeal diwar-benn Yannick Jadot. Roet e oa bet ar gomz ivez da Bagad Landi hag a zo gant ar soñj gwiskañ un dilhad nevez.

Anjela Duval : chom a ra bev 35 bloaz goude he marv

Aet e oa da anaon barzhez Bro Dreger d'ar 7 a viz Du 1981. Roet hon oa, 35 bloaz goude, ar gomz da Ronan ar C'hoadig, kelenner e skol-veur Roazhon hag arbennik war labour Anjela Duval. Dipleget e n'oa deomp perak e kendalc'h an dud da vezañ fromet ha dedennt gant testennoù plac'h Traoñ an Dour. Pennad-komz gant Ronan ar C'hoadig.

Yannick Jadot a zo war ar renk e anv EELV

Dibabet o deus voterien votadeg ar strollad ekologourien e vefe Yannick Jadot war ar renk evit an dilennadeg prezidant ar bloaz-se. Votet e oa bet gant 17.000 den ha 54,25% anezho o doa votet evit an depute european. Pellgomzet e oa bet ganeomp da Goulven Thomin, ezel EELV. Pennad-komz gant Goulven Thomin.

Un dilhad nevez evit Bagad Landi

Ar c'hoant a zo gant bagad Landi cheñch dilhad. Ezhomm en deus ar strollad 3.800€ evit paeañ ar gwrierez. Ha a-bouez bras eo rastelaat ar sammad arc'hant-se rak eo deuet da vezañ skuizh mat an dilhadoù a zo gwisket ganto hiriv-an-deiz. Sañset e tle bezañ prest an dilhadoù nevez evit kenstrivadeg 2017 an Oriant. Pennad-komz gant Thibault Gautier, talabarder.