Émissions Toutes les émissions

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz du mardi 1 novembre 2016

Marc Chagall peignant les Arlequins, 1938-44

Keleier Noz du mardi 1 novembre 2016

Par

Bet e oamp da ziskouezadeg Chagall e Landerne. Pellgomzet hon oa ivez da renerez un ostaleri eus Tredraez-Lokemo, rak e oa leun chouk tavarnioù ar vro e-pad ar vakansoù. Komzet hon oa ivez gant ar gevredigezh Canal Ti Zef. Laeret e oa bet diganto 8000€ !

Keleier Noz du mardi 1 novembre 2016

Landerne : berzh spontus n'eus graet Chagall !

Serret e oa bet dorioù an diskouezadeg gouestlet da Chagall. Deuet e oa 160.000 den da Landerne e korf pevar miz ! Leun e oa c'hoazh ar c'hef Helen hag Edouard Leclerc d'ar Meurzh 1añ a viz Du. Gortozet e oa bet un eur dirak ar savadur gant Youenn ar Bras hag e wreg a-raok mont tre. Dont a rae eus Beuzec ar C'hap. Pennad-komz gant Youenn ar Bras.

Leun e oa tavarnioù, ostalerioù ha pretioù ar vro e-pad ar vakansoù

Amzer vrav a oa bet dimeurzh c'hoazh. Setu ur bern tud o doa profitet evit mont da bourmen. Leun chouk e oa ostalerioù ha pretioù ar vro neuze. Rose Troadec a zo e penn ostaleri Tredraezh-Lokemo e kichen Lannuon. Kalz a dud a oa deuet da bakañ ur banne emezi. Pennad-komz gant Rose Troadec.

Laeret dafar ar gevredigezh Canal Ti Zef

Sabatuet eo c'hoazh youlidi ar gevredigezh Canal Ti Zef. Laeret e oa bet dezho ur miz-so o c'hameraioù hag o urzhiaterezhioù. Koustañ a rafe dezho ouzhpenn 7000€ evit prenañ an dafar-mañ. Siwazh ne vo ket restaolet tout an arc'hant-se gant an asuransoù. Setu e vez goulennet digant an dud gant Canal Ti Zef reiñ dezho 1500€. Pennad-komz gant Kristen Falc'hon, a youl-vat.

Klikit amañ evit reiñ ur gwenneg bennak da Canal Ti Zef : helloasso.com

Partager sur :

Nous suivre sur  Facebook