Émissions Toutes les émissions

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz du mardi 20 septembre 2016

Un devezh bedel gouestlet da gleñved Alzheimer a vo d'an 21 a viz Gwengolo

Keleier Noz du mardi 20 septembre 2016

Par

Keleier Noz du mardi 20 septembre 2016

E keleier ar Meurzh 20 a viz Gwengolo eo bet lakaet ar gaoz war toulloù-bac'h ar vro. Embannet eo bet gant Ministr ar Justis Jean-Jacques Urvoas e vo krouet etre 10 000 ha 16 000 plas ouzhpenn e prizonioù Frañs a-benn 2025. Met penaos ez a an traoù e toull-bac'h Brest ha Plañvour ? Ar respont a zo er c'heleier.

Rak-dilennadegoù an tu dehou

Komzet ez eus bet ivez eus rak-dilennadegoù an tu dehou. Posupl e vo da bep hini votiñ evit dibab an hini a vo war ar renk e anv an tu dehou evit an dilennadegoù prezidant. Ar prantad kabaliñ a vo o kregiñ warc'hoazh.

Kleñved Alzheimer az a war zigresk

Keloù mat a zo bet ivez er c'heleier : mont a ra war zigresk an niver a dud tapet gant kleñved Alzheimer er broioù pinvidikoc'h. Chom a ra memestra ur c'hleñved a dap ur bern tud kozh, ha n'eus ket louzoù evit pareañ dioutañ. Warc'hoazh, ar Merc'her 21 a viz Gwengolo, e vo un devezh bedel gouestlet da gleñved Alzheimer.

Partager sur :