Émissions Toutes les émissions

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz du mardi 25 octobre 2016

Loic Jade ken-brezidant ar Redadeg

Keleier Noz du mardi 25 octobre 2016

Par

Roet e oa bet ar gomz d'ar strollad tud "laouen da zegemer repuidi e Trebeurden ha Tregastel". Klevet e oa bet ivez Loic Jade diwar-benn galv ar Redadeg a-benn prientiñ 2018. Ha kaoz a oa bet ivez diwar-benn 2017 rak e oa bet goulennet digant ur sokialour ma c'hellfe F. Hollande bezañ war ar renk !

Keleier Noz du mardi 25 octobre 2016

Redadeg : piv evit aozañ gouel al loc'hañ hag hini an degouezh ?

Lañs a ra ar Redadeg ur galv evit prientiñ 2018. Gall a ra betek fin ar bloaz kêrioù pe kevredigezhioù kas un teuliad evit goulenn ma vo aozet ganto gouel loc'hañ pe gouel degouezh ar Redadeg benn daou vloaz ac'hann. Displegañ a ra deomp Loic Jade, prezidant ar Redadeg, deus petra zo ezhomm evit degemer ar redadeg. Pennad-komz gant Loic Jade.

Titouroù all amañ : lec'hienn internet ar Redadeg

Repuidi Kale : en em aozañ evit degemer mat anezho

D'ar Meurzh da noz e oa war an hent 15 repuad o tont eus Kale da Fouesn. Sañset e oant da erruout tro 10e noz. Dont a raio un ugent den all d'ar Merc'her 26 a viz Du ivez. En holl e vo 600 repuad o kavout repu e Breizh goude dismantrañ koztiez Kale. Degemeret e vez ivez da skouer 29 repuad e Trebeurden. Er c'hornad-se e vez startijenn gant an dud evit degemer mat ar repuidi. Pennad-komz gant Stephanie Stoll eus "strollad an dud laouen da zegemer repuidi e Trebeurden ha Tregastell".

Peñse François Hollande

4% eus an dud hepken a zo kontant eus ar pezh a zo bet graet gant François Hollande. Setu ar pezh a vez roet deomp da c'houzout dre ur sontadeg eus ar Cevipof hag embannet er gazetenn le Monde. 26% eus an dud a zo etre daou soñj ha 70% dipitet. Diaes da grediñ e c'hellfe bezañ war ar renk ar bloaz a zeu hervez Jean-Yves Quere, sekretour ar PS e bro Oelo ha dilennad e burev ar strollad politikel e departamant Aodoù-an-Arvor. Pennad komz gant Jean-Yves Quere.

Partager sur :

Nous suivre sur  Facebook