Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Guillaume Auffret, prezidant UDI Yaouank Pariz
Guillaume Auffret, prezidant UDI Yaouank Pariz - Twitter

Keleier Noz du mardi 29 novembre 2016

Diffusion du mardi 29 novembre 2016 Durée : 9min

Komzet hon oa deus ar re yaouank an UDI o vont asambles gant Emmanuel Macron. Bet e oamp da welet manifesterien ar servijoù publik. Anv a oa bet graet ivez eus al labourioù bras a vo graet e bourk Lanildut.

Treiñ a ra kein a ra re yaouank eus an UDI da François Fillon

Divizet o deus ar re yaouank eus ar strollad politikel da vont asambles gant Emmanuel Macron. Embannet zo bet un destenn ganto d'ar Meurzh 29 a viz Du evit displegañ perak ne vo ket skoazellet François Fillon ganto. Padal e oa dle d'an UDI souten François Fillon rak hennezh eo an hini n'eus gounnezet rak-votadeg an tu dehoù hag ar c'hreiz met "re a-zehoù" eo François Fillon eme Guillaume Auffret, prezidant UDI Pariz ar re yaouank. Gant Guillaume Auffret (skeudenn twitter)

Lenn e galleg ivez : "Les jeunes centristes du Finistère rejoignent Emmanuel Macron !"

Ankeniet eo sindikadoù ar gargidi gant kinnigoù François Fillon

Sevel a ra sindikadoù ar servijoù publik a-enep da ginnigoù François Fillon. Ar c'hoant a zo gant penn an tu dehoù e vefe lemet 500 000 post labour er frammoù publik. Spontus eo da glevet seurt kinnig evit ar CGT, an FSU, Solidaires hag ar FAFP. Galvet o doa ar pevar sindikad-se da vanifestiñ. N'o deus ket graet berzh bras : 500 e oant e Pariz da skouer ha pemp hepken e Karaez. Deuet e oa da skouer Jo Barré, goprad e Poc'her Kumuniez ha dilennad ar gopridi e anv ar CGT. Gant Jo Barré.

Reneveziñ bourk parrezioù Penn-ar-Bed

Kinniget e oa bet daou vloaz-so gant departamant Penn-ar-Bed da gumunioù bihan ar vro kaout ur yalc'had arc'hant a-benn ober labourioù koustus. Respontet e oa bet gant un toullad anezho d'ar galv "AMI" (Appel à manifestation d'intérêts). Roet zo bet betek 100 000 euro da 33 kumun. Aozet e oa bet un emvod ar sizhun-mañ gant maered ar parrezioù-se ha dilennidi an Departamant evit gouzout e pelec'h e oa en em gavet pep a raktres. Raymond Mellaza, maer Lanildut, n'oa displeget e vo roet lañs d'al labourioù e miz Ebrel a zeu. Gant Raymond Mellaza.