Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Corinne Rotach
Corinne Rotach © Radio France - Tudi Crequer

Keleier Noz du mercredi 30 novembre 2016

Diffusion du mercredi 30 novembre 2016 Durée : 10min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn an danvez-lezenn evit ar yezhoù rannvroel. Daoust-hag-eñv ez aio betek penn ? Keloù hon oa bet ivez eus perzh Korin, paouezet ganti da vutuniñ teir sizhunvezh-zo. En arvar emañ ar Maerl e morlenn Brest eme ivez Breizh vev.

Ha mont a raio betek penn al lezenn nevez evit ar yezhoù ?

Tabutet e vez er mare-mañ er Breujoù un danvez-lezenn evit ar yezhoù rannvroel. Kinniget zo bet an destenn-se gant Annie Le Houerou, deputeez Gwengamp, gant skoazell ar strollad sosialist. Met diaes da grediñ ez aio betek penn ar raktres eme Divi Kerneis eus ar strollad Aï'ta. Ensav a ra an depute Paul Molac emaomp re dost eus an dilennadeg prezidant bremañ, met ret eo mont war raok memestra emezañ. Gant Pol Molak ha Divi Kerneis.

Miz hep butun : deuet eo a-benn Korin !

E penn kentañ miz Du e oa bet roet lañs d'ar miz hep butun. Bremañ-ni erruet fin ar miz e oa poent gouzout ma oa bet efedus ar pezh a oa bet lakaet e plas gant ar gouarnamant a-benn sikour ar vutunererien da zilezel o sigaretennoù. 180 000 den o deus lakaet o anv evit kemer perzh er miz hep butun en o zouez Korin Rotach, butunerez abaoe mare al lise. Gant Corinne Rotach (skeudenn).

En arvar emañ ar Maerl e morlenn Brest

Poent saveteiñ ar maerl e lennvor Brest eme ar gevredigezh Breizh Vev. Ar maerl, ur bejin razeg ruz, a zo pouezus bras evit ar vuhez dindan ar mor. Bevañ a ra ar c'hregin sant jakez, ar pilorenn pe c'hoazh an draeneg er maerl. Met en arvar eo hervez ar gevredigezh Breizh vev. Kudennoù a sav e lennvor Brest met ivez e kostez enez Glen, enez Sun, pe e bae Montroulez ivez. Dre faot mab den eo eme Jean-Noel Balot ezel Breizh vev. Pennad-komz gant Jean-Noël Balot.