Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

9min

Keleier Noz du mercredi 9 novembre 2016

Par le mercredi 9 novembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
Fausse vitrine à Guémené-sur-Scorff (56)
Fausse vitrine à Guémené-sur-Scorff (56) © Maxppp - Julie Schittly

Komzet e oa bet eveljust ganeomp diwar-benn prezidant nevez ar Stadoù Unanet. Kaoz a oa bet ganeomp ivez diwar-benn pegsunioù bras a vo peget war prinistri stalioù serret kreiz-kêr Gwengamp.

Donald Trump : 45vet prezidant ar Stadoù Unanet

Skoet, sabatuet, sebezet. Setu santimant ul lodenn eus amerikaned ar Stadoù Unanet. Diaes da grediñ evito eo bet dilennet Donald Trump. Bet e oamp da welet Deirdre Abrams. Kelennerez saozneg eo e skolaj Plijidi. Pellgomzet hon oa ivez da Varie-Reine Jezequel evit gouzout penaos hi doa bevet an dilennadeg-mañ e New-York. Pennad-komz gant Marie-Reine Jezequel ha Deirdre Abrams.

Pegsunioù brizh-gwel war stalioù serret Gwengamp

Peget e vo a-raok fin ar bloaz pegsunioù bras divent gant ti-kêr Gwengamp war prinistri stalioù serret ar c'hreiz-kêr. Poltriji e brizh-gwel a lako an dud da grediñ eo digor ar stal. Ar pegsunioù-se a roio "c'hoant marteze da dud-zo adprenañ ar stalioù-se evit en em staliañ", eme Mona Bras, eil-vaerez Gwengamp. Peget e vefent war un dek stal bennak da gentañ ha marteze awalc'h war lod all goude. Koustañ a raio ouzhpenn 23.000€ d'an ti-kêr. Pennad-komz gant Mona Bras.

Skeudenn : "5 vitrines en trompe-l'oeil ont été collées sur des vitrines vides au Faouët et à Guémené-sur-Scorff - Oct 22, 2015 - Julie Schittly - MAXPPP"