Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

29min

Diviz : ur bloaz goude gwalldaolioù Pariz penaos eo ar vuhez eno ?

Par le vendredi 11 novembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
Germain Ferec hag Hocine Nedjar e ti ar Radio e Pariz
Germain Ferec hag Hocine Nedjar e ti ar Radio e Pariz © Radio France - D.R

Ur bloaz goude an 13 a viz Du 2015 ha gwalldaolioù Pariz eo bet lakaet ar gaoz war ar vuhez e kerbenn Bro C'hall. Tri den zo bet pedet ganeomp : Germain Ferec, Hocine Nedjar ha Xavier Grimeau.

D'an 13 a viz Du e oa ar Barizianed o evañ ur banne, o sellet ouzh ur match melldroad e Stad Bro Frañs hag o selaou ar strollad Eagles of Death Metal er Bataclan. A greiz-pep-kreiz e oa bet lazhet 130 den ha gloazet 400 all gant ur strollad torfedourien e anv ar Stad Islamek. Roet hon oa ar gomz da vrezhonegerien Pariz evit gouzout daoust-hag-eñv eo cheñchet o vuhez pemdeziek abaoe ar gwalldaolioù.

Tud Pedet :

Germain Ferec, bet eil rener ha DRH Generali

Hocine Nedjar, klasker er CNRS

Xavier Grimeau, goprad ar gevredigezh "Vaincre la mucoviscidose"