Émissions Toutes les émissions

Du lundi au vendredi à 19H00.

Diviz / Penaos kaout muioc'h a vedisined war ar maezioù ?

Roger Talarmain (kleiz) Enora Jegou (dehoù)

Keleier Noz du vendredi 2 décembre 2016

Par

Diviz ar sizhunvezh a oa gouestlet d'an diouer a vedisined war ar maezioù. Peseurt diskoulm evit kaout medisined er parrezioù bihan ? Er c'heleier e oa bet kaoz diwar-benn diviz François Hollande, diwar-benn manifestadeg ar re sot gant gouelioù Rave-party ha diwar-benn ar match etre Pondi ha Brest.

Diviz / Penaos kaout muioc'h a vedisined war ar maezioù ?

Diviz : penaos kaout muioc'h a vedisined war ar maezioù ?

Alies e vez klevet anv deus kumunioù ha parrezioù ar vro o klask medisined da zont da erlec'hiañ ar mezeg o kemer e retred. A-bouez bras eo evit ur gumun kaout ur medisin. Kinniget en doa ar sizhun-mañ Marisol Touraine, ministrez ar Yec'hed, uhelaat an niver a studierien war ar medisinerezh. Daoust-hag-eñv eo un diskoulm poellek ? Petra a c'hell ober ar parrezioù evit plijout d'ar vedisined yaouank ?

Tud pedet :
- Roger Talarmain, maer Plouguin
- Gaelle Pedron, mezegez er C'hreiz-Breizh
- Enora Jegou, danvez-medisinez e skol-veur Brest

Skeudenn : Roger Talarmain (tu kleiz) / Enora Jegou (tu dehoù)

KELEIER NOZ //

Hollande : pik echu ?

Divizet e oa bet gant François Hollande nompas mont war ar renk ar bloaz a zeu. "Sebezet ha souezhet" e oa bet Jean-Yves Quere, sekretour ar PS e kantoun Binig, da glevet ar c'heloù-mañ. Goulennet hon oa ivez da Jean-Luk Bleunven, depute kornad Brest, ma z'afe Jean-Yves Le Drian war ar renk evit rak-votadeg an tu kleiz. Gant Jean-Luk Bleunven ha Jean-Yves Quere.

Jean-Yves Quere "Sebezet on bet" a respont da Tudi Crequer

Un emglev etre aozerien gouelioù rave-party hag ar Prefed.

Abaoe ur miz e vez ten an aergelc'h etre an teufeurien hag an archerien. Divizet zop bet neuze gant an teufeurien manifestiñ d'ar Sadorn 3 a viz Kerzu e Kemper, dirak ar Prefeti. Klasket en doa ar Prefed distannañ an darempredoù en ur degemeraozerien gouelioù rave party diryaou da noz. Asantet en eus leuskel anezho trankil gant ma vez aozet mat ar gouelioù dindan 5000 den, met ret e vo dezho memestra kaout un aotre ma z'eus muioc'h a 5000 arvester. Antoine Porteneuve a zo DJ ha mont a ra alies tre e gouelioù rave party. Pase laouen eo gant an emglev bet kavet etre ar prefeti hag aozerien gouelioù rave. Gant Antoine Porteneuve (skeudenn).

Antoine Porteneuve, DJ e-pad an dibenn-sizhunvezhioù - Radio France
Antoine Porteneuve, DJ e-pad an dibenn-sizhunvezhioù © Radio France - Tudi Crequer

Kib Bro Frañs : start e vo ar jeu evit ar GSI Pondi a-enep Stad Brest

Degemeret e vo ar Vrestiz gant skipailh Pondi da-geñver eizhvet tro Kib Bro Frañs. Ar GSI Pondi a zo en DH ha Stad Brest e Lig 2 : pevar rummad a ziforc'h a zo ! Mont a raio Eflamm Louis da harpañ skipailh Pondi. Ensav a ra e vo diaes evito ! Kregiñ a raio ar c'hrogad melldroad da 18e ha war-eeun e vo war France Bleu Breizh Izel. Gant Eflamm Louis.

Partager sur :

Nous suivre sur  Facebook