Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

ADAPEI
ADAPEI © Radio France - Tudi Crequer

Keleier Noz du vendredi 25 novembre 2016

Diffusion du vendredi 25 novembre 2016 Durée : 30min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn an diouer a blasoù er c'hreizennoù evit an du ampechet. Anv e oa bet graet ivez deus harz-labour pomperien Penn-ar-Bed. Kaoz a oa bet ivez diwar-benn ar falc'herien OGK bet galvet gant an archerien.

Mankout a ra 1599 plas evit an dud afliget e Penn-ar-Bed

Start ar jeu evit kaout ur plas en ur greizenn evit an dud afliget. Manifestet e oa bet gant an ADAPEI, ur bodad kevredigezhioù tud ampechet, dirak Prefeti Penn-ar-Bed. Deuet e oa 70 den evit lakaat da glevet pegen diaes eo kaout ur plas en un IME pe c'hoazh un ESAT. Mankout a rafe 1599 plas en departamant. Diaes e oa bet da skouer da Youn Salaun, eus Plouyann e Montroulez, kaout ur plas e kreizenn Kerozal Taole evit e vab afliget. Gant Youn Salaun.

Falc'herien OGK e ti an archerien

Tri falc'her OGM a oa bet goulennatet gant an archerien digwener e Molan, Bañlek ha Pon'en. Rebechet e vez dezho bezañ kaset en-dro un abadennad eneb OGM e-barz ur gourmarc'had eus ar Morbian en hañv pasaet. N'eo ket tre ar wirionez eme Patricia unan eus an degadoù a skoazellerien deut da harpañ an 3 'falc'her OGM. Gant Patricia.

DIVIZ / Votadeg an tu dehoù hag ar c'hreiz

Ar sizhun-mañ e oa bet graet anv deus votadeg an tu dehoù hag ar c'hreiz :

> Herve Guelou, maer Plufur
> Didier Caraes, gopras e Kambr labour-douar Pariz