Toutes les émissions Émissions

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz du vendredi 28 octobre 2016

Alain Marzin, aotroù-maer Mel-Karaez

Keleier Noz du vendredi 28 octobre 2016

Par

Komzet e oa bet fenoz diwar-benn François-Regis Hutin. Kuitaat a ra e bost a rener ar gazetenn Ouest-France. Bet e oamp ivez e Mel-Karaez da welet bez Glenmor. Toullet e oa bet ar gomz ivez diwar-benn ar match Rugby etre Gwened hag Albi.

Keleier Noz du vendredi 28 octobre 2016

Glenmor : 20 vloaz goude ez a kalz tud da welet e vez c'hoazh

Lidet e vo dilun gouel ar re varv. Da geñver al lid-se omp bet da vered Mel-Karaez lec'h m'emañ douaret Glenmor. Milig ar Skañv a oa marvet e 1996. Ur bern tud tud az a c'hoazh da welet bez ar barzh. Pennadoù-komz gant tud Mel-Karaez hag Alain Marzin, an aotroù-maer (skeudenn).

N'eo ket mui François-Regis Hutin rener Ouest-France

Mont a ra kuit François-Regis Hutin eus e bost a rener an "directoire". Louis Echelard hag a oa eil prezidant a zo bet anvet en e blas. Renet e veze Ouest-France abaoe 51 bloaz gant François-Regis Hutin. Pennad-komz gant Jean-Laurent Bras, kazetenner e pajennoù Breizh ar Ouest-France.

Match rugby etre Gwened hag Albi

Da 20e e oa bet roet lañs d'ar match Pro D2 etre Gwened (14vet) hag Albi (16vet). Pellgomzet hon oa da Gisèle Laot evit toullañ komz diwar-benn ar c'hrogad-se. E stad ar Rabin e oa evit gwelout ar c'hrogad. Pennad gant Gisèle Laot, sekretourez kleub rugby Plougerne.

Partager sur :

Nous suivre sur  Facebook