Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kannad pastell-vro Gwengamp eo Yannig Kerlogot
Kannad pastell-vro Gwengamp eo Yannig Kerlogot © Maxppp - DAVID ADEMAS

Les informations et le débat en langue bretonne

Diffusion du jeudi 7 décembre 2017 Durée : 7min

Goude ar c'heleier oa an diviz war France Bleu Breizh Izel war-eeun eus lise Diwan Karaez. Ur gejadenn hag eskemmoù gant an depute eus Gwengamp Yannig Kerlogod ha liseidi yaouank.

Er c'heleier ar Yaou 7 a viz Kerzu eo bet lakaet ar goaz war ar bri broadel 'vo douget da Johnny Hallyday disadorn e Paris. Diskenn a raio an ambroug kañv  bali "Les Champs Élysées" betek iliz ar Madeleine. Prezidant ar republik, Emmanuel Macron a lavaro ur ger bennak da geñver al lid-se. 

Krismenn war leurenn an "Trans-musicales" en noz a zeu. Unan eus talioù kalon emgav sonerezh Roazhon eo. Paotr ar beat box zo o paouez lakaat da zont er-maez ur bladennad elektro/rap/folk e brezhoneg. 

Warc'hoazh 'vo roet lañs d'an telethoñ. Betek disadorn 'vo klasket dastum arc'hant evit stourm ouzh ar c'hleñvedjoù miopatek. Lañs zo e  Plougin e Bro Leon, gant tud a youl vat oc'h ober krampouezh abaoe ar mintin-mañ, a zispleg deomp Mikael Konk. 

Ha goude ar c'heleier oa bet dalc'het an diviz war-eeun eus lise Diwan Karaez. Pedet eo bet an depute Yannig Kerlogot da eskemm gant Ismael, Philomène hag Eflamm, tri den yaouank eus al lise. War al labour kannad, dazont ar yezh, ar bak e brezhoneg, an ekologiezh gant Kernitron-al-Lann pe ar glyphosate eo bet lakaet ar gaoz.