Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

6 laezherezh a vp barnet
6 laezherezh a vp barnet © Maxppp - MAXPPP/CAROLINE BLUMBERG/MAXPPP

Les informations en langue bretonne, Katell UGUEN

Diffusion du mercredi 31 janvier 2018 Durée : 9min

Er c’heleier e lakomp ar gaoz war laezherezhioù galvet gant ar justiz, deus ar vanifestadegoù a vo dalc’het ‘enep da reform ar vachelouriezh ha deus Plougernevel a nac’h ‘vefe kelennet brezhoneg er skol.

Un enklask a vo kaset gant ar justiz da-geñver 6 laezherezh.

Bremaik en eus prokulor ar repubik embannet kemend all d'ar C'honf Paysanne ha d'an Apli, kevredigezh ar broduerien laezh emren. Adlanset o deus ur c'hlemm bet savet ganto e 2016 'enep da 6 laezherezh, Sodiaal ha Lactalis en o zouez. Ur c'hlemm 'vit bezañ bogodet arc'hant, détournement de fond 'giz vez laret e galleg.

Manifestiñ 'vo graet warc'hoazh 'enep da reform ar vachelouriezh. 

Krog eo ar gouarnamant da cheñch ar mod d'ober dija ha se hep eskemm kalz gant ar re a vez gant al liseidi war ar pemdez. Hervé Maubian a gont hiroc’h deomp.

Divizet en eus kuzul-kêr Plougernevel e kreiz Breizh nac'hañ ur raktres digeriñ un hentenn divyezhek brezhoneg-galleg er gumun. 

Gant an emglev etre ar Stad hag ar Rannvro, bet sinet e 2015, diwar-benn treuskas ar yezh, e fell d'ar rektorelezh ha da Ofis Publik ar Brezhoneg diorren ar c'helenn divyezhek 'benn an distro-skol kentañ. Plougernevel a gav gwelloc'h kinnig divyezhegezh dre ar saozneg oc'h arguzenniñ ez eus peadra evit ar brezhoneg e Rostrenn, 5 kilometr ac'hann. Hervé ar Gall a zo o chom nepell ouzh Plougernevel, dipitet eo gant diviz an ti-kêr. "Arguzennoù 'veze klevet da vare lañs an hentennoù divyezhek" emezan.