Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Sivi a gaver dija e lod stalioù
Sivi a gaver dija e lod stalioù © Maxppp - Gabriel Sanchez/AltoPress / Maxppp

Les informations en langue bretonne : Katell Uguen

Diffusion du lundi 12 mars 2018 Durée : 11min

Er c’heleier e lakomp ar gaoz war an implij. Ur forom a vo dalc'het e Gwengamp 'benn warc'hoazh. Anv a rimp ivez deus an nukleel; ur bodad sitoayaned a c'halv an dilennidi da nac'h implij an nukleel e Frañs. Ha gwelet 'vez sivi er stalioù dija, dre benaos ?

Kantadoù a dud a zo gortozet e Gwengamp warc'hoazh evit ur forum-implij

War-dro kant embregerezh ha pevar c'hant post-labour a vo kinniget e stad ar Roudourou. Aozet eo gant ar c'hlub mell-droad War raok Gwengamp, an ti-kêr, Pol Implij hag embregerezhioù. Ha se 'vit an trede gwech...

Ur bodad a zo o paouez bezañ savet e Penn ar Bed evit difenn sevel hag ober gant armoù nukleel

12 kevredigezh hag aozadur a zo perzh ha fellet 'ra dezho kelaouiñ war stad an nukleel e Frañs, pa ouezer e ranko dilennidi ar vro embann o soñj da-geñver ul lezenn hag a zibabo 'vit ar 6 vloaz da zont petra vo gouestlet d'ar surentez ha d'ar peoc'h. Mont da gomz gant an dud, setu 'pezh a raio ar bodad er sizhunioù da zont. Yves Jardin n'eus displeget hiroc'h da Leo Rozé.

Ha setu taol imor ur produer sivi a Blougastell ! 

Kroget oc'h marteze da wel' sivi e stalioù ar vro. Ar re gariguette kentañ eus ar bloaz eo ar re-se, met ouzhpenn da vezañ ker e vezont divlaz hervez Andre Kap, produer sivi e Plougastell...  E kreiz miz Meurzh emaomp c'hoazh... ha n'eo ket mare ar sivi c'hoazh emezañ !