Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Riwano Breton, Thibault Faber ha Laouenan
Riwano Breton, Thibault Faber ha Laouenan © Radio France - Tudi Crequer

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du lundi 2 avril 2018 Durée : 11min

Meur a goulenn a oa bet savet ganeomp... Dervezh etrebroadel an aotegezh eo hiriv, met penaos mañ kont gant ar re aoteg en hor gevredigezh ? Kroget eo harzh-labour en SNCF, met peseurt trenioù a ruilho ? Ha penaos cheñch sell ar re yaouank war ar repuidi ?

Harzh-labour en SNCF : TGV ebet o vont da Bariz

Kroget eo adalek 19e an harzh labour en SNCF ! Start kenañ e vo kemer an tren. Euruzamant evidoc'h eo bet dielfennet piz dielloù an SNCF gant Paolin Kerscaven. An titouroù a zo da glevet e penn kentañ ar c'heleier pe o lenn ar pennad internet da heul. 

Grève SNCF : les prévisions en Basse-Bretagne pour les mardi 3 et mercredi 4 avril

Dervezh etrebroadel an aotegezh 

D'al Lun 2 a viz Ebrel e oa dervezh bedel an aotegezh. Etre 400 000 ha 700 000 aoteg a zo e Bro Frañs. Kinniget e vo digwener ur steuñv meur gant ar gouarnamant evit ober gwelloc'h war-dro an aotisted. Ha labour a zo eme Riwanon Breton, mamm Laouenan, 13 bloaz, a zo aoteg asperger. 

Cheñch sell ar re yaouank war ar repuidi 

Labouret e oa bet a-hed ar sizhunvezh tremenet gant krennarded skolaj ha lise Sant-Frañsez, e Lesneven, war tem an divroañ. Kejañ o doa graet ouzh tud divroet ha tud a sikour anezho er vro. Tro o doa bet ivez da sellet ouzh ar film "Open the border". Testenioù Gurvan, Jeanne ha Robin e pevare klas zo da glevet ganeoc'h. Moien zo deoc'h mont pelloc'h ganti o lenn ar pennad-mañ internet-mañ.