Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Harzh labour en SNCF
Harzh labour en SNCF © Maxppp - Claude Prigent

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du mardi 3 avril 2018 Durée : 11min

Eveljust e oa bet komz ganeomp diwar-benn harzh labour ar cheminoted. Komzet hon oa ivez diwar-benn ar reuz a zo war enezenn Mayotte. Er fin e oamp bet da enez Sun, lec'h ma z'eus anv da broduiñ tredan hep an disterañ takenn eoul-mein.

Harzh-labour en SNCF : "Kemeret em eus an oto ar mintin-mañ !"

Diskroget oa bet gant o labour gant 34% deus implijidi an SNCF hiriv, hervez sifroù an embregerezh. Betek diriaou e vo start beajiñ gant un tren. Setu penaos e vez graet gant an du evit mont da labourat ? Pennad-komz gant Chan-Maï Ollivier a oa bet deus an Alre da Gemper

War sioulaat ez a an traoù war enezenn Mayotte ? 

Abaoe seiz sizhunvezh ez eus deus un harzh labour war enezenn Mayotte. Renet e vez ur stourm kalet gant an annezidi. Daoust ma oa bet goulennet, dilun da noz, gant ur c'hevredad nav aozadur ha sindikad da zistankañ an hentoù e oa c'hoazh "pevar stankell war an hentoù" hervez Howel Quillevere. Klañvdiour eo war enezenn Mayotte abaoe ur bloaz hanter. "Aet (eo) skuizh" gant ar reuz zo abaoe ouzhpenn ur miz bremañ. Pennad-komz gant Howel Quillevere, klañvdiour.

Enez Sun : un taol fall evit ar gevredigezh IDSE

Abaoe 2013 e vez goulennet gant ar gevredigezh IDSE (Ile de Sein Energie) da broduiñ tredan ar boblañs. N'o deus ket c'hoant ken e vefe EDF ar mestr war ar rouedad tredan ken. Kinnig a ra ar gevredigezh implijout energiezh an heol, an avel hag al lañv e plas an eoul-mein. Siwazh evito eo bet lavaret hiriv gant ar C'huzul Stad ne vefen ket gouest da broduiñ trawalc'h a dredan evit pourveziñ an holl diez. N'eo ket strikt hervez François Spinec, ezel IDSE, mont a rimp da sevel klemm dirak Komision Europa ! Pennad-komz gant François Spinec, ezel IDSE