Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Prest oc'h da wiskañ roched nevez ar Redadeg ?
Prest oc'h da wiskañ roched nevez ar Redadeg ? - Tudi Crequer

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 4 avril 2018 Durée : 11min

Nag a nevezadennoù b'ar vro ! En em gavet eo klip ofisiel ar Redadeg, troet eo bet ar Barzaz Breiz e japaneg hag ur gumun nevez a vo savet e Bro Dreger !

Ur gumun nevez e Bro Dreger 'benn miz Genver 2019  

Ofisializet eo bet hiriv ar raktres kumun nevez e bro Dreger. Adalek miz Genver 2019 e c'hellfe bezañ strollet Perroz, Tregastell, Sant Kae ha Louanneg. Kazi 15 000 anneziad a vefe enni, pezh a rafe dezhi bezañ trede pe pevare kumun vrasañ en Aodoù an Arvor. Gireg Konan a zo o chom e Perroz ha n'eo ket a-enep-krenn d'ar raktres kumun vras met souezhet eo bet gant an diouer a geleier a-berzh an dilennidi. Sav-poent Gireg Konan.   

Klip ar Redadeg zo en em gavet !   

A-benn miz e loc'ho ar Redadeg evit ar brezhoneg. 1700 kilometrad o vont deus Kemper da Blougerne evit arc'hantaouiñ raktresoù e yezh ar vro. Evit 10 vloaz ar Redadeg o deus an aozerien dibabet kehentiñ gant ar re a ra an darvoud. Ur c'hlip ofisiel a zo bet savet neuze en-dro d'ar ganaouenn "Betek an trec'h". Pal kentañ ar c'hlip-mañ 'oa lakaat an dud kar d'ar brezhoneg da gemer-perzh. Setu soñj Kenan an Habask, kenurzhier ar video.  

Mont pelloc'h / Ar c'hlip a zo da welet amañ !     

Alato ! Troet eo bet ar Barzaz Breiz e japaneg !   

Troet eo bet ar Barzaz Breiz e japaneg ! Levr meur Théodort Kervarker a zo bet troet gant ur gelennerez deus skol-veur Hiroshima : Shizue Oba. Nelly Blanchard a zo kelennerez er CRBC, e skol-veur Brest. Skrivet zo bet ganti meur a levr diwar-benn ar Barzaz Breiz. "Souezhet" eo memestra "da welet tud deus an tu all deus ar bed o treiñ levrioù e brezhoneg eo souezhus awalc'h !". Pennad-komz gant Nelly Blanchard deus ar CRBC.