Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Gortoz a ra ar saout abaoe miz Du mont maez deus o c'hreier
Gortoz a ra ar saout abaoe miz Du mont maez deus o c'hreier © Maxppp - Sebastien JARRY

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 5 avril 2018 Durée : 7min

Kemeret e vo an hent c'hoazh gant bretoned-zo evit difenn an ospitalioù publik. Pres bras a zo ivez war ar beizanted kas adarre o saout da beuriñ er parkeier !

Manifestiñ c'hoazh hag adarre evit difenn an ospitalioù publik

D'ar Gwener 6 a viz Ebrel e manifesto bretoned-zo e Roazhon evit difenn ospitalioù ar vro. Gwelet e vo da skouer Pennoù-sardin komite gwarez ospital Douarnenez. Mont a rint da sevel o mouez dirak savadur Ajañs rannvroel ar yec'hed. Youn Jardin a zo ezel deus komite difenn ospital Douarnenez. Daoust-hag-eñv e servijo d'un dra bennak manifestiñ ? Respont Youn Jardin, deus komite Douarnenez. 

Amzer vil : ar saout a c'hortoz mont adarre er parkeier ! 

Hir mat eo ar goañvezh-mañ, ha diwezhaat. Mall eo d'an dud gwelet an nevez-hañv oc'h erruout da vat. Met estreget an dud o deus keuz d'an aezhenn glouar ha d'an heol. Pres a zo gant ar saout da vont da beuriñ er parkeier adarre ! Bet eo  Jañ Luk Bergot da welet Etienne Salaun ha Pêr ar C'horre. Saverien-saout int e Lannurvan. 

Taol-Grenn ar sizhunvezh 

Da heul ar c'heleier e oa bet lakaet ar gomz war trubuilhoù ar mare-mañ gant Gweltaz ar Fur, kaner ha stourmer evit ar brezhoneg, ha gant Elisabeth Kerloc'h, stourmerez an en-dro hag ar servijoù publik. 

Diviz ar Yaou - Lodenn 1

Diviz ar Yaou - Lodenn 1

Diviz ar Yaou - Lodenn 3

Elisabeth Kerloc'h ha Gweltaz ar Fur - Radio France
Elisabeth Kerloc'h ha Gweltaz ar Fur © Radio France - Tudi Crequer