Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Jacques Higelin
Jacques Higelin © Maxppp - Ludovic Maillard

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 6 avril 2018 Durée : 10min

Rentet e oa enor da Jacques Higelin. Deuet e oa meur a wech ar c'haner e Breizh. Komzet hon oa ivez diwar-benn ar glyphosate. Da heul e oamp bet da reportajiñ da Vrest da geñver pred diwezhañ ar Cantoche er straed Jean Jaurés.

Aet eo da Anaon Jacques Higelin

"Ur mell arzour" e oa hervez Patrick Bruel. "Jentil ha barrek" e oa hervez Benjamin Biolay. Alies e oa bet gwelet Jacques Higelin b'ar vro ivez. Deuet e oa da skouer e 2006 e Lanarster evit ar Fete de l'Huma. Klevet e oa bet c'hoazh en Erer Kozh pe c'hoazh e 2013 e Gouel Penn ar Bed. Aboe pell e oa boaz Jacques Higelin da zont b'ar amañ evit sonadegoù met ivez evit kemer perzh da stourmoù-zo. Pennadoù-komz gant Gilles Servat hag Herri Gourmelen. 

Da lenn / Jacques Higelin : un habitué de la Bretagne

Glyphosate : echu o labour gant an deputeed

Hervez rentañ kont an deputeed diwar-benn ar c'helaouiñ evit pezh a-denn al louzeieir kimiek ne dlefe ket bezañ ken ledan an dachenn. Gwelloc'h avat vezo roet da c'houzout an drouk a ra implij al louzeier-ze. Yannick Kerlogot, depute Ar Republik war Raok eus kornad Gwengamp a gemere perzh er bodad enklask. 

Pred diwezhañ ar Cantoche e straed Jean Jaurés

Deuet e oa mare pred diwezhañ ar Cantoche, straed Jean Jaurés e Brest. Hiriv da verenn e oa e Brest. An ti-drebiñ kenskoazell a rank dilojañ da Rekourañs. Digoret oa bet daou vloaz-zo. Savet oa freuz ha reuz gant ar perc'henn etre daou. Padal berzh a rae er c'harter. Reportaj Jañ-Luk Bergot.