Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kaset zo bet 2500 archer war ar ZAD
Kaset zo bet 2500 archer war ar ZAD © Radio France - Antoine Denéchère

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du lundi 9 avril 2018 Durée : 11min

Kaoz e oa bet ganeomp diwar-benn ar ZAD. Kaset zo bet 2500 archer evit skarzhañ maez an dud maez lezenn o vevañ enno. Goulennet hon oa e ali digant maer Benac'h diwar-benn Emmanuel Macron a-raok an abadenn war TF1. Bet e oamp bet da Vrest evit gouzout ivez perak e oa ken fur ar studierien.

Kroget eo an archerien da vountañ maez tud ar ZAD  

Abaoe dilun vintin e vez bountet maez an dud o chom war ar Zad. 2500 archer a zo war du-hont evit kas kuit un 300 zadist bennak ha distrujañ ar c'habanennoù lec'h ma oa lod deus outo o chom. Daoust hag eñv e oa un dra vat kas an archerien ? N'int ket a-du an holl enebourien a-gozh deus ar raktres aerborzh. Pennadoù-komz gant Olier Biguet ha Laurent Gall ouzh mikro Pauline Kerskaven. 

N'emañ ket maered ar parrezioù bihan o c'hortoz abadenn tele Emmanuel Macron  

"M'eus aon ne wel ket 'met gant parrezioù bras" eme Fañch ar Marrec, maer Benac'h. Ne sello ket, moarvat, an Tregeriad ouzh an abadenn skinwell. Diriaou e vo Emmanuel Macron gant Jean-Pierre Pernaud e skol Berd'Huis e Bro Normandi. Un hir a gaozeadenn a vo etrezo. Hervez Fañch ar Marrec ne vo netra nevez evit ar c'humunioù bihan 'giz Benac'h. Pennad-komz gant Fañch Benac'h ha Tudi Crequer.  

Perak eo ken sioul studierien Brest ?  

Plantet e vez reuz en un toullad skolioù meur e Bro Frañs. Padal e chom sioul an traoù e Bro Leon. N'eo ket stanket ar skol-veur Victor Ségalen. Daoust m'eo bet rekizet ur sal vras gant ar studierien. Aozet e vez ganto emvodoù e-barzh. "D'am soñj o deus ar studierien un doare hiniennel da ober" eme Youna, studierez e Brest. N'eo ket re fall avat e vefe diouzh emvodoù memestra hervezi ! Pennad-komz gant Youna, studierez, ouzh mikro Hervé Cressard.