Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Gant ur bern tud eo bet kaset a-benn ar raktres
Gant ur bern tud eo bet kaset a-benn ar raktres © Radio France - Pauline Kerscaven

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du mardi 10 avril 2018 Durée : 11min

Lakaet e oa bet ar gomz ganeomp war daou stourm hag un trec'h. Ur vanifestadeg a oa bet e Pont ar Veuzenn (29) a-benn souten ar Zadisted. Prenet e vo dorioù skol-veur Roazhon 2 betek dilun gant ar studierien. Ha savet zo bet un delwenn e koun Nevenoe.

Stanket e vo c'hoazh dorioù skol-veur Roazhon 2   

Ur bodadeg meur a oa bet aozet en abardevezh-mañ e skol-veur Roazhon 2. Diwar ar 2500 studier a oa o kemer perzh, 1500 anezho o deus votet evit kenderc'hel da stankiñ unan deus an daou gampus betek dilun. Ar studierien a sav a-enep kren da sistem Parcoursup dibab e-touez an danvez studierien piv a c'hello mont e studioù-mañ-studioù. Stefan Moal, a zo mestr prezegenn e skol-veur Roazhon 2. "Kompren a ra" emsav ar studierien met un neubeut rebechoù n'eus d'ober memestra. Pennad-komz gant Stefan Moal ha Tudi Crequer.   

Manifestiñ evit "disammañ" ar Zadisted   

Kenderc'hel a ra c'hoazh an archerien da skarzhañ maez ar zadisted deus lanneier Kernitron-al-Lann. Manifestadegoù a oa bet c'hoazh hiriv evit skoazell ar zadisted. 80 manifester bet da skouer e Pont ar Veuzenn e kreiz Penn-ar-Bed. Laurent a oa unan diouto. Deuet e oa evit "sachañ un tamm a jañdarmed stag amañ kentoc'h evit war Kernitron". Laurent ouzh mikro Romain Prault.    

Da lenn / Notre-Dame-des-Landes : vives tensions sur la ZAD, des blessés de part et d'autre

Un delwenn e koun Nevenoe   

N'eo ket dre zegouezh eo lezanvet Nevenoe, Tad ar vro. E 845 e oa aet ar maout gantañ a-enep da Charlez ar Moal. Evit derc'hel soñj deus an emgann-se emañ Poellgor Gouel Ballon o paouez arc'hantaouiñ ur raktres delwenn vras. Savet eo bet ar monumant-se e Lannarstêr. Bet e oa Paolin Kerskaven da doullañ ar gomz gant Padrig Renault hag Alan ar Gal.

Mont pelloc'h ganti / A-benn neubeud e vo lidet delwenn Nevenoë, e bro Redon