Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Emmanuel Macron a-raok penn kentañ an abadenn tele
Emmanuel Macron a-raok penn kentañ an abadenn tele © Maxppp - Maxppp

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 12 avril 2018 Durée : 8min

Goulennet hon oa e soñj digant ul labourer-douar kozh war abadenn tele Emmanuel Macron. Klevet e oa bet un dileuriadez eus Tilly Sabco, warc'hoazh e vo re ziwezhat evit saveteiñ al lazhti. Miliadoù a levrioù ha pladennoù a zo en gwerzh ivez e mediaoueg ar Gapusined e Brest.

 Sav-poent ul Leonad diwar-benn prezegenn Emmanuel Macron   

Milionoù a dud o deus sellet ouzh pennad an aotroù Prezidant war TF1. Un abadenn ouzhpenn un eurvezh diwar goulennoù Jean-Pierre Pernaud ha dilerc'hiet e-barzh kumun vihan de Berd'huis e Bro Normandi. Displeget n'eus didro Emmanuel Macron oa un adframmer penn kil-ha-troad. "Ober a ran ar pezh m'eus lavaret oan e sell d'ober" emezañ. Ar pezh a blij da Jean-Louis Mingant, labourer-douar war e leve. Met n'eo ket plijet gant tout al Leonad ! Pennad-komz kaset a-benn gant Jean-Luc Bergot.    

VIDÉOS - Syrie, SNCF, hôpital, retraites : ce qu'il faut retenir de l'interview d'Emmanuel Macron

An dervezh ziwezhañ eo evit saveteiñ lazhti Tilly Sabco  

Skuizht int deuet da vezañ gopridi Tilly Sabco o c'hedal atav da c'houzout ma vo un dazont gant lazhti Gwerleskin. Lakaet eo bet e gwerzh an embregerezh gant e berc'hen Wegdam Food Link. Digwener da hanternoz e vo re ziwezhat evit forzh piv lakaat e anv evit adprenañ an embregerezh. "Me soñj din, ma vefe bet unan bennak da zont e vefe bet gouvezet, sell, ne gav ket din e teuio den ebet" eme Nadine Le Guen, dileuriadez e Tilly Sabco e anv ar CGT. Pennad-komz gant Nadine Le Guen ha Tudi Crequer.    

Brest : taol balaenn mediaoueg ar Gapusined  

Miliadoù a levrioù ha pladennoù sonerezh a zo en gwerzh e mediaoueg ar Gapusined e Brest abaoe krha n'int ket gwall gêr. Gwerzhet int etre un euro ha 10 euro. En em zizober a ra an ar mediaoueg diouto evit ober plas evit re nevez. Ur wech ar bloaz vez deus ar gwerz-se abaoe 17 vloaz. "Leun chouk e oa da 12e30 ! An dud a zo o furchal forzh pegement !" a embann Klervi Abalan, levraouegerez. Pennad-komz gant Klervi Abalan ha Jañ-Luk Bergot.