Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Staliet e oa bet ar 300.000vet boest Linky er rannvro Breizh e miz C'hwevrer 2017
Staliet e oa bet ar 300.000vet boest Linky er rannvro Breizh e miz C'hwevrer 2017 © Maxppp - Joel Le Gall

Les informations en langue bretonne

Diffusion du mercredi 18 avril 2018 Durée : 11min

Kaoz e oa bet ganeomp diwar-benn ar prosez a-enep da Linky e Roazhon. Kuitaat a raio Roazhon dilennidi ar rannvro evit o emvod miziek, aozet e vo e Brest. Sinaiz a ra a-hend-all tro ar vro evit daremprediñ stalioù ar vro.

Linky : sevel a ra klemm 173 breizhad a-enep da Enedis

Anv z'eus bet graet deus ar c'honterioù Linky dirak lez-varn Roazhon hiriv. Sevel a ra 173 breizhad klemm a-enep da Enedis. Lod diouto a fell dezho e vefe tennet ar voestoù Linky deus o zi. Lod all, a c'houlenn e vefe difennet staliañ ar c'honterioù-se b'ar gêr. Gael Lorcy, deus Pondi, n'eus savet klemm. C'hoant en eus e vefe embannet sklaer gant ar justis ne z'eus lezenn ebet o rediañ kaout ur voest Linky. Klevet e oa bet er c'heleier-mañ ivez Pascal Hervio. Chadennet eo bet e gonter tredan kozh kuit da Enedis tennañ anezhañ. Aozet e vo ur vanifestadeg rannvroel d'ar 5 a viz Mae e Pondi.

Displegadennoù Gael Lorcy war ar prosez Linky

Breizh Cop : ur raktres hir-dermen evit rannvro Breizh

Kuzulierien rannvro Breizh a vo e Brest warc'hoazh. Aozet e vo evit ar wech kentañ o emvod-meur miziek pell deus Roazhon. Kinniget e vo da geñver an emvod-se ar raktres anvet "Breizh Cop". Lena Louarn eil-brezidantez ar rannvro e karg eus ar yezhoù n'eus kinniget deomp hirroc'h war ar Breizh Cop. 

Dedennet eo ar Sinaiz gant embregerezhioù ar vro

Evit ar c'houlz emañ Sinaiz er vro evit kejañ ouzh embregerien Breizh. Kalz ezhommoù a zo e bro Sina a-fed boued rak ur miliard tri a vevezerien a zo ha muioc'h-mui ez eont war-zu gizoù ar c'hornôg. Un divigad a sav da 30 miliard a euroioù a zo evit ar c'henwerzh etre Frañs ha China. "Fellout a ra dezho kempouez an traoù" eme Malo Bouessel Dubourg, rener Produet e Breizh.