Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

E kumunioù zo ez eus bet lakaet kaieroù klemmvanoù evit an dud da lavaret ar pezh o deus c'hoant kaout, evel amañ e Lens
E kumunioù zo ez eus bet lakaet kaieroù klemmvanoù evit an dud da lavaret ar pezh o deus c'hoant kaout, evel amañ e Lens © Maxppp - Séverine Courbe

Les informations en langue bretonne & Diviz ar Yaou

Diffusion du jeudi 10 janvier 2019 Durée : 7min

Ar sizhun-mañ e Diviz ar Yaou ez eus bet lakaet ar gaoz war ar vreutadeg vroadel a vo aozet e Frañs adalek ar sizhun o tont. Ar-raok, er c'heleier ez eus bet komzet eus Patrick Malrieu, aet da anaon e-pad an noz, ha eus trec'h Gwengamp war ar PSG.

Ur stourmer evit yezhoù ha sevenadur Breizh a zo aet da Anaon

Marv eo Patrick Malrieu, d'an oad ha 74 vloaz. Gantañ e oa bet krouet ar gevredigezh Dastum, hag e oa bet en he fenn e-pad 23 vloaz. Er c'heleier ez eus bet klevet soñjoù Ronan Guéblez, prezidant Dastum er mare-mañ. 

Bugale Gwengamp entanet gant ar melldroad

Trec'h eo bet skipailh Gwengamp a-enep d'ar PSG. Ur souezhadenn eo bet, a-berzh ur skipailh ha n'eo ket unan eus ar re wellañ ar bloaz-mañ er c'hampionad. Aet omp da welout petra o deus soñjet bugale ar vro eus ar c'hrogad-mañ.

Diviz ar Yaou : Da betra a servijo ar vreutadeg vroadel ?

E diviz ar Yaou ez eus bet lakaet ar gaoz war ar vreutadeg vroadel, "le grand débat national" a vo aozet adalek ar 15 a viz Genver un tammig e pep lec'h e Frañs. Daou "jiletenn velen" a oa ganeomp evit komz eus an dra-se : Fabrice Cadou, a vez o vanifestiñ e Montroulez ha Brest, ha Gildas Grimault, stourmer eus Plistin. Da betra a servijo aar vreutadeg, ha dedennet eo ar jiletennoù melen gantañ, penaos e vo aozet ? Setu ar goulennoù a zo bet savet dezho e penn kentañ an abadenn.

Diviz ar Yaou : ur vreutadeg vroadel evit muioc'h a zemokratelezh ?

En eil lodenn ez eus bet lakaet ar gaoz war goulennoù ar jiletennoù melen : daoust-hag-eñ o deus c'hoant muioc'h a zemokratelezh ? pe just arc'hant ouzhpenn evit echuiñ ar miz ? 

Diviz ar Yaou : ur vreutadeg vroadel pe ur referendum a-berzh ar bobl ?