Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Tud sot gant Johnny Hallyday zo deuet dirak e di eus Marnes-la-Coquette goude m'eo bet embannet oa marvet ar c'haner
Tud sot gant Johnny Hallyday zo deuet dirak e di eus Marnes-la-Coquette goude m'eo bet embannet oa marvet ar c'haner © Maxppp - Bruno Levesque

Les informations en langue bretonne Joan Bizien

Diffusion du mercredi 6 décembre 2017 Durée : 17min

Keleier ispisial oa bet kinniget d'ar Merc'her 6 a viz Kerzu goude m'eo bet embannet eo aet d'an anaon Johnny Hally­day. 74 vloaz oa ar c'haner mil vrudet e Bro C'hall, tapet gant krign-bev ar skevent. Ur bern tud o deus bet c'hoant da enoriñ anezhañ.

  • Anavezout a rae mat Alan Stivell, Johnny Hallyday, eus ar memes rummad oad e oant hag er memes ti-embann pladennoù ivez er bloavezhioù '70. War-eeun eus Bro Italia 'oa ganeomp e-pad ar c'heleier.
  • Tro n'eus bet ivez ar c'haner Gilles Servat d'en em gavout gant Johnny Hallyday ur wech.
  • Ar soner Dom Duff n'eus bet selaouet sonerezh Johnny e-pad e yaouankiz.
  • Tro 'neus bet ivez Gégé Gwenn da selaou kanaouennoù paotr ar rock ha da ganañ anezhe alies evel "Pour moi la vie va commencer", "Je te promets", "Requiem pour un fou" pe c'hoazh "Que je t'aime".
  • Julien Marzin a vez oc'h aozañ sonadegoù er vro... Boaz 'vez da welet arzourien war al leurennoù, met bammet eo bet gant an nerzh a gase Johnny