Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

D'ar Gwener 12 a viz Genver e vo dalc'het tantad gant sapr Nedeleg.
D'ar Gwener 12 a viz Genver e vo dalc'het tantad gant sapr Nedeleg. - Ti ar Vro Kawan

Les informations en langue bretonne Joan Bizien

Diffusion du mardi 9 janvier 2018 Durée : 13min

Skuizhder ar boliserien 'oa o vanifestiñ hiziv, raktres Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, tantad e Kawan : sed aze keleier ar Meurzh 9 a viz Genver.

Manifestadegoù poliserien

Re zo re ! Skuizh-marv eo poliserien ar vro. 50 anezhe oa o vanifestiñ da greisteiz dirak komiserdi Kemper, evel e pep lec'h e Bro C'hall. Dominik, bet poliser e-pad 30 vloaz a lâr deomp perak er c'heleier-mañ.

Keloù mat evit brezhonegerien Bro Leon ! 

Ur raktres digeriñ un Ti ar vro Landerne Daoulaz zo. Fellout a ra d'ar gevredigezh bodañ ar vrezhonegerien e-barzh ul lec'h nemetken.  

Petra ober gant e wezenn-sapr !  

Echu Nedeleg ha kregiñ a ra da vezañ tristik sur mat... E Kawan e Bro Dreger 'vo aozet un tantad digwener. Ar pal eo evel-just en em gavout ha tremen ur prantad plijus asambles.