Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

E Breizh 'vo Tro Bro C'hall war marc'houarn a-benn 6 miz.
E Breizh 'vo Tro Bro C'hall war marc'houarn a-benn 6 miz. © Maxppp - PHOTOPQR/OUEST FRANCE TEAMSHOOT

Les informations en langue bretonne Joan Bizien

Diffusion du mercredi 10 janvier 2018 Durée : 13min

Efedoù fin embargo ar c'hig bevin gall gant Bro Sina amañ e Breizh, a-benn 6 miz rik e tremeno Tro Bro Frañs war marc'houarn b'ar vro ha kanet 'vo an ton Bro Gozh ma zadoù gant 190 kaner ha laz-seniñ sinfonek Breizh : sed aze keleier ar Merc'her 10 a viz Genver.

Petra a cheñcho evit saverien saout ar vro ne vefe ket ken eus embargo Bro Sina ? 

Vat a raio d'ar saverien saout embann Emmanuel Marcon e Sina, ne vo ket ken eus embargo ar c'hig bevin gall gant Bro China a-benn 6 miz. Abaoe 2001 ez eus eus an embargo-se. Ur reportaj er c'heleier-mañ.   

6 miz da c'hortoz a-raok gwelet Tro Bro C'hall war marc'houarn b'ar vro

A-benn 6 miz 'vo gwelet rederien Tro Bro C'hall war marc'houarn e Breizh  D'an 11 a viz Gouere, e loc'ho an tennad en Oriant evit erruout e Kemper. Hag an deiz war lec'h 'vo an etap etre Brest ha Mur. Setu tremen a raio ar redadeg dre Blouvien, e Bro Leon... Ur chañs evit tud ar gumun !     

Ur sapre sonadeg e Roazhon evit brudañ an ton Bro Gozh ma zadoù

190 kaner eus Breizh ha deus Bro Gembre ha laz-seniñ sinfonek Breizh evit seniñ ar Bro Gozh : fenoz ha warc'hoazh 'vo sonadegoù dreist-ordinal evit digeriñ kreizenn ar c'hendalc'hioù nevez e Roazhon, e lec'h oa kouent ar Jakobined, war plasenn Santez-Anna. Un darvoud a-bouez bras evit poellgor ar Bro Gozh a lâr deomp Yann-Ber Rivalin, ezel eus ar poellgor.