Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

E Mellag ez eus bet roet lañs d'ar Rias ar mintin-mañ
E Mellag ez eus bet roet lañs d'ar Rias ar mintin-mañ © Radio France - Joan Bizien

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 29 août 2017 Durée : 10min

Deus ar BBH e vo kaoz ganeomp fenoz er c'heleier. Kregiñ 'raio kampionad ar mell-dorn warc'hoazh ha barrek eo merc'hed Brest da vont de'i! Kuzul Sevenadurel Breizh a ginnig ur goulennaoueg diwar-benn ar c'hontradoù sikouret, ha mont a rimp ivez da vro Gemperle p'eo bet roet lañs da festival ar Rias

Postoù en arvar a zo e bed ar c'hevredigezhioù

Gant diviz ar gouarnamant da grennañ an niver a gontradoù sikouret 'zo bec'h gant kevredigezhioù ar vro. Ur goulennaoueg a zo savet neuze gant Kuzul Sevenadurel Breizh a-benn goulenn ali ar c'hevredigezhioù. Bernez Rouz, prezidant ar c'huzul a vo klevet ganeomp.

Kregiñ 'ra ar c'hrogadoù mell-dorn

Warc'hoazh e c'hoario merc'hed Brest ar mell-dorn 'enep da Naoned evit penn-kentañ ar c'hampionad. Barrek eo bet merc'hed ar BBH er c'houlzad tremenet ha spi 'zo e vo kaer ar c'houlzad da zont. Tangi Thomin 'vez o supportiñ ar c'hlub. Ganeomp e vo e fin ar c'heleier.

E bro Gemperle 'zo bet roet lañs d'ar Rias

Betek disadorn e vo gouel er vro hag ur mor a arvesterien a zo gortozet. Joan Bizien 'zo aet eno ar mintin-mañ... Sonerezh, barzhoniezh, c'hoariva pe c'hoazh sirk... Mont 'rimp d'ober un dro e bro Gemperle.