Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ezhommoù gwad a vez a-hed ar bloaz
Ezhommoù gwad a vez a-hed ar bloaz © Maxppp - Eric MALOT/ PHOTOPQR/REPUBLIQUE DU CENTRE/MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 30 août 2017 Durée : 9min

Ezhomm vez gwad a-hed ar bloaz : galv a vez roet gant an EFS rak ne vez ket a-walc'h a dud o reiñ o wad. Aon o deus kevredigezhioù Douarnenez rak krenn ar c'hontradoù sikouret, daoust da se 'zo ur pôl kleweled war sevel eno, ar realizatourez Anne Gouerou a gont hiroc'h deomp. 

Reiñ e wad a vez a-bouez-bras a-hed ar bloaz

Met gant an distro-skol e vez niverus an oberatadennoù hag ezhommoù bras a wad a vez neuze. E Pondi e vo tu reiñ e wad adalek warc'hoazh. Robert Le Merlu a gont hiroc'h deomp en abadenn geleier-mañ.

Digresk an niver a gontradoù sikouret a lak trubuilh e bed ar c'hevredigezhioù

Manifestiñ 'oa graet da 6 eur bremaik dirak prefeti Kemper gant kevredigezhioù Douarnenez.

Ha daoust da gevredigezhioù sinema ar pennoù sardin bezañ en arvar 'zo raktresoù o c'henel. Bed ar c'hleweled a labouro a-stroll e Douarnenez

Ur framm nevez a zo war sevel evit bodañ ar re a brodu filmoù er vro. Produerien, realizatourien ha micherourien dizalc'h, c'hoant ganto 'n em strollañ 'benn diorren ar c'hleweled e bro ar Pennoù Sardin. Ar realizatourez Anne Gouerou, perzh er raktres a zispleg deomp pal ar pôle-mañ.