Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Tro 200 a dud a zo 'n em vodet e Kemper evit reiñ enor da Gristine Renon, ar skolaerez a zo 'n em lazhet
Tro 200 a dud a zo 'n em vodet e Kemper evit reiñ enor da Gristine Renon, ar skolaerez a zo 'n em lazhet © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 3 octobre 2019 Durée : 6min

Er c'heleier emberr e reomp anv deus ti an had, nevez savet e Rosko. Kaoz a zo ivez ganeomp deus an emlazh er skolioù. Skuizh, pase skuizh eo ar skolaerien.

Ti an had a zo bet savet e Bro Leon

E Rosko ez eus bet digoret ur jardin hag ur savadur evit ar gevredigezh "Kaol kozh". War al lec'h, el Laber, e vez miret lod spesadoù had legumaj ar vro. Un eskemm gouiziegezhioù a vez ivez. Ur gevredigezh a-bouez evit Mark Paogam, labourer-douar e Lanhouarne.  

Evit poent n'eo ket digor al lec'h a-hed ar bloaz, met had ar vro a vo tu gweladenniñ ha zizoloiñ en-dro pa zeuio an hañv.

An emlazh er skolioù

Obidoù Christine Renon a zo bet dalc'het tuchantig e Bobigny. Ur renerez skol hag a zo en em lazhet sizhun'zo abalamour d'ar gwask ha d'ar skuizhder.  E Bro Frañs a-bezh e oa en em vodet skolaerien ha skolaerezed bremaik. Un daou c'hant anezho a oa dirak renerezh an deskadurezh skol e Kemper da skouer.  Bodet e oant dindan ar glav evit reiñ enor da Gristine Renon, evel Mari ha Yann.