Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Dans un garage, un matériel élaboré pour faire pousser les plants de canabis
Dans un garage, un matériel élaboré pour faire pousser les plants de canabis © Radio France - Gendarmerie Nationale

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 4 octobre 2019 Durée : 10min

Er c'heleier emberr e reomp anv deus trafikerien dramm bet harzhet er vro. Anv 'rimp ivez deus Bagad Kemper hag a ro ton d'e 70 vloaz ha deus dañserien War'Leur hag a ginnig meur a abadenn e-pad an dibenn-sizhun.

Dramm, arc'hant ha trakiferien

Ur mell rouedad trafikerezh dramm a zo bet diskaret ar sizhun-mañ. Eizh den a zo bet harzhet dilun vintin. Holl 'vez rebechet dezho bezañ gwerzhet dramm e tro-war-droioù Brest dibaoe miz Genver. Meur a garr-tan a zeue deus bro Spagn da Benn ar Bed bep miz gant ar vac'hadourez. Hiroc'h da glevet er c'heleier-mañ.

70 vloaz eo Bagad Kemper

Kevrenn Glazik a oa ganet diouzhtu goude an eil Brezel Bed ha dibaoe ar bloavezhioù 70 emaint e-mesk gwellañ bagadoù ar vro. Berzh a ra ar strollad ha nerzh a zo forzh pegement.  Nerzh, setu just a-walc'h anv ar bladenn nevez hag an arvest a vez kinniget embann da lidañ an deiz ha bloaz. Met n'eus ket nemet ar bagad a ra berzh 'barzh Bagad Kemper, ar skol sonerezh a zo a-bouez evit stummañ ar sonerien.

An dañs enoret e Gourin

Gouel meur War 'l leur a vo warc'hoazh e Gourin. Da neuze e vo embannet gant peseurt kelc'h keltiek ez aio ar maout er c'henstrivadegoù Dañs. Tristan Gloaguen, rener War'l leur a gont pelloc'h deomp.