Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Dav eo dibab un tem 'vit kenstrivadeg ar filmoù chakod 2020
Dav eo dibab un tem 'vit kenstrivadeg ar filmoù chakod 2020 - Daoulagad Breizh / Emglev Bro Douarnenez

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 7 octobre 2019 Durée : 10min

Er c'heleier e brezhoneg e reomp anv deus kenstrivadeg ar filmoù chakod, deus 50 vloaz ekomirdi Menez Are ha deus Dastumedia.

Filmoù chakod 2020

Poent votiñ evit dibab tem ar filmoù chakod 2020 ! Warlene e oa bet kaset pemp film ha daou ugent gant skolajidi, liseidi ha tud koshoc'h. A-vloaz da vloaz e kresk ar genstrivadeg filmoù, pa ranker enrollañ ar skeudennoù gant un hezoug chakod bennak. 

50 vloaz eo ekomirdi Menez Are ar bloaz-mañ

Krouet e oa bet e 1969, dindan levezon Park naturel an Arvorig. Ne vo lid ofisiel ebet evit an deiz-ha-bloaz-mañ met brav eo bilañs ar greizenn-mañ, eme Brendan Petit, hanterour sevenadurel evit an Ekomirdi.

Hag a-benn disul en ekomirdi Menez Are e vo gouel an avaloù, ar mel hag an tokoù touseg.

Digoust eo bremañ al lec'hienn Dastumedia.bzh

Teurell ur sell... pe ur skouarn, ouzh dielloù kozh Breizh, bet lakaet en linenn gant Dastum. Fotoioù, kanaouennoù, enrolladennoù. Traoù bet enrollet e deroù an ugentved kantved, en o zouez !  Tara Lagoutte n'eus kontet kaoz gant Christian Rivoalen, implijiad er gevredigezh Dastum.