Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ar strollad yaouank Red Bordas a zo war ar renk evit kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2020
Ar strollad yaouank Red Bordas a zo war ar renk evit kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2020 © Radio France - Tara Lagoutte

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 8 octobre 2019 Durée : 10min

Er c'heleier emberr e klevimp Yvon Boutier, labourer-douar ha perzh en FDSEA en Aodoù an Arvor. Anv 'rimp deus ul label nevez paket gant levraoueg ar CRBC e Brest, ha klevet a rimp Red Bordas, ur strollad tud yaouank prest da sevel kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2020.

Nann d'an agri bashing

Klemm a ra al labourerien-douar hiziv 'enep d'an agri bashing. Stanket o deus lod hentoù evit sevel 'enep d'an tagadennoù a vez ouzh o micherioù. E Penn ar Bed eo bet lod peizanted d'en em gaout gant ar prefed. Yvon Boutier a zo produer kig ha laezh hag ezel FDSEA Aodoù an Arvor. Ar santimant n'eus e vez skoet muioc'h-mui ouzh ar beizanted.

Ul label evit levraoueg ar CRBC

Levraoueg Kreizenn an enklaskoù Breizhek ha keltiek e Skol-Veur a zo o paouez pakañ ul label. CollEx-Persée a ro enor d'an dastummadoù dibar a gaver e Frañs a-bezh. Un taol-kaer evit ar CRBC hag a vez o lidañ e hanter kant vloaz. Ronan Calvez a zo e-penn ar greizenn.

Poent votiñ da zibab kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2020

8 kanaouenn a zo war ar renk evit ar Redadeg 2020. Tu zo dibab unan diouto er mare-mañ, o vont war lerc'hienn ar Redadeg. Echuet e vo gant ar votadeg d'ar 16 a viz Here. Hag ar ganaouenn a vo dibabet a vo arouez an darvoud-mañ evit 2020. Tri skolajiad a ginnig un ton ar bloaz-mañ, Red Bordas n'eus savet ar ganaouenn "Redek a ran".