Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Maxime Etuin a oa gwall gortozet e Kemper
Maxime Etuin a oa gwall gortozet e Kemper © Radio France - Annaig Haute

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 9 octobre 2019 Durée : 7min

Er c'heleier emberr e reomp anv deus seizi an empenn. Met sport a reomp ivez o vont war velo da wel' c'hoarierien an Oriant hag a oa e Kemper hiziv !

Devezh etrevroadel seizi an empenn a oa dalc'het hiziv

Seizi an empenn pe paralysie cérébrale. Un abadenn war an tem-se a zo bet dalc'het en Océanopolis e Brest, gant medisined arbennik, klañvidi hag o familhoù. An drouk-se a sko 20 bugel bep bloaz e Penn ar Bed ha kant mil pemp warn ugent e Frañs. Displegañ ar c'hleñved, bodañ an dud. Displegadennoù gant Bernez Kerdraon, kenaozer an degouez, nammet eñ e-unan. 

E peseurt stad emañ an hentoù belo ?

A-raok votiñ evit an dilennadegoù-kêr prestik eo galvet tud o varc'h-houarn, da embann o soñj diwar-benn stad hentoù belo o c'hêr. Dezho da respont d'ur goulennaoueg en-linenn : barometr hentoù belo ar c'hêrioù. Evit an eil kwech e vez dalc'het ar sontadeg-se. Gant ar pal lakaat war-wel petra za mat ha petra 'zo da welaat. Mikael n'eus divizet mont da labourat en doare-se. Talvoudus eo seurt goulennaoueg hervezañ.  

An FCL e Kemper

Sport bremañ ha kantadoù a arvesterien a oa bodet e stad melldroad Penwilerzh e Kemper bremaik. Skipailh An Oriant a oa o c'hourdronniñ e bro Gerne. Un abadenn bet aozet evit brudañ an FCL e Penn ar Bed. Kalz a vugale, bep a vanniel orañjez ganto a oa birvilh enno. Emgav gant tad-kozh ar c'hoarier Maxime Etuin.

Kazetennerezed France Bleu Breizh Izel a zo bet bammet gant Merlux, maskotenn an FCL - Radio France
Kazetennerezed France Bleu Breizh Izel a zo bet bammet gant Merlux, maskotenn an FCL © Radio France - Annaig Haute