Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kalz a siviled a zo bet lazhet en deizioù paseet 'toug an emgannoù war an harzoù
Kalz a siviled a zo bet lazhet en deizioù paseet 'toug an emgannoù war an harzoù © Radio France - Laurent Macchietti

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 10 octobre 2019 Durée : 7min

Emberr er c'heleier e reomp anv deus ar brezel e bro Siri, deus Nozvezh Breizh e Pariz ha deus ul levr nevez diwar-benn gwiskamantoù kozh ar vro.

Kalz a siviled a zo bet lazhet

Krog ar brezel en-dro e Bro Siri p'emañ Turkia o plantañ reuz. Dimeurzh en oa divizet Donald Trump tennañ kuit ar soudarded amerikan a oa war harzhoù Turkia ha Siria. Lod anezho o deus bet mezh kuitaat met pelloc'h eo aet ar prezidant eme Ronan Al Louarn, ezel ar gevredigezh keneildedoù kurd Breizh, a stourm evit difenn o wirioù.

Breizh e Pariz !  

Hiziv eo bet kinniget roll Nozvezh Breizh hag a vo dalc'het miz Meurzh. Peder eurvezh a abadenn a vo da gaout, sonerezh ha dañs gant arzourien ar vro. Gilles Servat, Alan Stivell, Dan ar Braz pe c'hoazh Denez. E sal La Défense Arena e vo dalc'het ar gouel, ur mell sal modern tre hag en eus bammet ar c'haner a vro Leon.  

Emgav e miz Meurzh e Pariz neuze evit Nozvezh Breizh. Un abadenn kenaozet gant France Bleu.

Ul levr diwar-benn gwiskamantoù kozh ar vro

Gwiskamant Breizh : Le costume Breton e penn kentañ an naontekved kantved. Ur pezh levr kaer emañ Skol Vreizh o paouez embann. Diwar bluenn Yann Guesdon , arbenniket war an danvez, ha diazezet war dastumadeg dourlivadurioù Charpentier.