Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Plijadur 'zo bet gant gopridi Massey-Trevidi o teskiñ un neubeut frazennoù e brezhoneg !
Plijadur 'zo bet gant gopridi Massey-Trevidi o teskiñ un neubeut frazennoù e brezhoneg ! © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tara Lagoutte

Diffusion du lundi 14 octobre 2019 Durée : 10min

Er c'heleier fenoz hon eus lakaet ar gaoz diwar-benn ar gurded e Bro-Siria, ar sonadeg e Langoued evit souten Daniel Cueff, hag ur stummadur evit implijidi un ti-retred...

Tenn eo an darempredoù etre Bro-Turkia hag Unvaniezh Europa

Rebechet 'vez ouzh an Durked bezañ taget ur bezen Kurded e Bro-Siria : an YPG ("Unaniezh evit Gwareziñ ar Bobl"). Sikouret o doa evit stourm a-enep DAESH, met terroristed int evit an Durked... Ouzhpenn 160 den 'zo marvet abaoe penn-kentañ an emganioù, dimerc'her dremenet... Michel Le Hir, ezel Keneildedoù Kurd Breizh, n'eus roet e soñj deomp diwar-benn an enkadenn-se...

Ur sonadeg a vo disadorn e Langoued evit souten Daniel Cueff

E lez-varn melestradurel Roazhon e oa an aotrou-maer ar mintin-mañ. Savet e oa a-enep al louzeier evit ar parkoù tost ouzh kêr... D'ar 25 a viz Here e vo embannet diviz ar justis. Manifestet o deus ivez tud an FNSEA a-eneptañ, dirak ti-kêr Langoued. 'Benn disadorn e vo ur sonadeg digoust e Langoued evit souten anezhañ. Eno e vo Denez Prigent, evit kanañ a capella. Kalonek eo Daniel Cueff, hevezañ... Setu ar pezh en deus lavaret deomp !

Stummet 'vez implijidi un EHPAD war ar brezhoneg !

Tri dervez stummañ war ar brezhoneg 'zo bet kinniget e ti-retred Massé Trévidy, e Kemper. N'eo ket al lec'h nemetañ e Penn ar Bed gant seurt raktres... Gant Kristian ar Bras 'vez lusket ar c'hentelioù. Ar pal eo evel just gellout eskemm gant annezidi an ti.