Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Journaux 2
Journaux 2 © Radio France - Fololia

Les informations en langue bretonne Tara Lagoutte

Diffusion du mercredi 16 octobre 2019 Durée : 10min

Fenoz hon eus komzet diwar-benn manifestadeg Gwengamp evit souten ar gurded, klevet hon eus mouezh Lara Le Jeune evit displegañ deomp stummadur nevez Stumdi, ha lakaet hon eus ar gaoz war ar gwenan, ha penaos gwareziñ anezho...

60 den 'zo n'em vodet e Gwengamp evit souten ar gurded

Ur galv a manifestiñ a oa evit 6e noz, d'ar merc'her 16 a viz Here. Kaset eo bet gant sindikadoù ha strolladoù politikel, evel NPA Gwengamp Lannuon Bear, UL CGT Gwengamp, an Tu Kleiz evit an Dizalc'hidigezh, ha PCF Gwengamp. C'hoant o doa souten ar Rojava, a zo bet aloubet gant arme Siria. Klevet hon eus Guillaume Bricaud, deus strollad politikal Breizhistañs... 

Ur stummadur nevez... evit an dud o klask labour e brezhoneg !

Stumdi, kevredigezh stummañ war ar brezhoneg evit an dud deuet, a ro lañs d'ur stummadur evit ar vrezhonegerien a fell dezho kaout ul labour e brezhoneg. 3 dervezhiad, e korf ur miz, e meur a lec'h e Breizh Izel... Muioc'h a ditouroù hon eus bet gant Lara Le Jeune, e karg a gehentiñ evit ar greizenn-stummañ.

Kengred Europad ar wenanerien a zo er mare-mañ, e Kemper

Betek ar gwener 18 a viz Here e vo lakaet ar gaoz eno war ar c'hudennoù liammet gant o micher. Ar c'hleñvedoù, an hin o cheñch, gwesped koad Azia... Ha louzeier ar parkeier ivez. Dañjerus vefent evit ar gwenan, hervez Jean-Daniel Bourdonnay, gwenaner a-vicher kostez Groñvel, ha troet war ar bio.